Mont d’an endalc’had

Youenn Souffez-Despré

Eus Wikipedia

Youenn Souffez-Despré (1922-1997, e Gwipavaz) a oa ur soudard hag a gemeras perzh er Rezistañs[1].
Goude an Eil Brezel-bed ez eas da vrezeliñ gant an arme c'hall da Indochina hag Aljeria.

Kuitaet gantañ an arme e voe kelenner e Brest hag e savas Oaled Sant Erwan e Brest e dibenn 1969.

Ezel e voe, oberiant-tre, en "Emglev An Tiegezhioù". Labourat a reas e stern "Iliz-ha Breizh" etre 1971 ha 1974 da reiñ lañs d'an oferennoù brezhonek da heul Sened-meur Vatikan II.

Emañ e vez e bered Sant Marzhin Brest, er garrezenn 19, renk 3 adalek ar biz, bez 21, nepell diouzh hini Roparz Hemon hag hini Per Mokaer.

  1. Kannadig Imbourc'h 2001 (Niv. 19) "Y. S.D., un emsaver oc'h ober Rezistañs"