Mont d’an endalc’had

Ivona Martin

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Ivona Martin
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIvona Martin Kemmañ
Anv-bihanIvona Kemmañ
Anv-familhMartin Kemmañ
LesanvBarba Ivinek Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gwe 1907 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Deiziad ar marv7 C'hwe 2005 Kemmañ
Lec'h ar marvBrest Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Prizioù resevetUrzh an Erminig Kemmañ

Ivona Martin, bet ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1907 e Sant-Mark (kumun Brest hiziv an deiz) ha marvet d'ar 7[1] pe d'an 8 a viz C'hwevrer 2005 e Brest, d'an oad a 97 vloaz, a oa ur skrivagnerez hag ur stourmerez evit ar brezhoneg. Ur vuhez hir hag oberiant evit ar yezh-mañ a renas.

Ganet e oa en oaled Jean-Pier Martin ha Marie-Françoise Le Bris. Brezhonegerion e oa he zud, eus kostez An Dre-Nevez. Ur soñj kaer, blaz ar baradoz warnañ, a zalc'he eus he vakañsoù-skol du-hont e maezioù Landivizio a oa hollvrezhonek da neuze. Kontañ a rae e oa bet hoalet gant ar yezh abred-kenañ en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiñ anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kêr.

Gant Roparz Hemon he deus kejet. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genoù. Kontañ a rae he doa gwelet un den "kozh" (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - war-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioù brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus ha diwar-skañv, he doa kinniget dezhañ he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh dorikell ar "Société Générale" ma laboure-hi eno ha dre an dorikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn "Gwalarn". Ur vignoniezh vras hag ur c'henlabour daou-ugent vloaz a groge. Traoù bihan da gentañ : adskrivañ chomlec'hioù, sekretouriezh, ha tamm-ha-tamm traoù all. Goude ar brezel e reas war-dro sekretouriezh ar gelaouenn Ar Bed Keltiek, gant Roparz Hemon da bennskrivagner, hemañ harluet en Iwerzhon. Skriverezañ a reas evel-se miliadoù a bajennadoù, a veze moulet goude-se gant ar beleg Jakez Ducamp, diazezer Skoazell Vreizh a-hend-all, war liestennerez skolaj Sant Pêr Ar Releg Kerc'horr. A-bouez bras eo bet "ABK" e buhez an Emsav, daoust d'e stumm-moulañ dister, a gaieradoù bihan. Dont a reas er-maez etre 1959 ha 1971. Ivona Martin n'he deus ket skrivet kement ha ma c'hellfed krediñ. Ur stourmerez e oa da gentañ-penn. Anavezet e oa gant an holl ha brokus e roas eus hec'h arc'hant hag eus hec'h amzer ivez. Unan eus reizherion Skol Ober e oa ha kentelioù a rae ivez en he ranndi er bloavezhioù diwezhañ. Prenañ a rae kement tra a veze moulet e brezhoneg. Evit sikour, rak gouzout a rae pegen diaes eo gwerzhañ levrioù er yezh-se. Ne oa ket dimezet ha dre-se e oa aesoc'h dezhi kemer perzh er stourm, o vezañ ma n'he doa na gwaz na bugel da ober war o zro. Divugel e oa hervez ar c'hig, hogen bugale ha bugale-vihan niverus he deus bet dre ar spered. E buhez Oaled Sant Erwan Brest e kemeras perzh adalek an deroù (1969), 28 straed Berthelot e karter Sant Marzhin. Kadoriadez an Oaled e oa bet adalek 1989 hag e-pad daouzek vloaz. Dont a rae ingal d'ar beilhadegoù miziek a veze aozet, o tegas ganti maouezed all, brezhonegerezed a-vihanik o chom e Brest. E Kelc'h-Studi brezhonek ar Bibl e kemere perzh ivez, bepred en Oaled Sant Erwan, renet gant Maoris ar C'hollo. Eno e keje neuze gant Youenn Souffez-Despré, ar re Huon, ha stourmerion all. Kemeret he deus perzh ivez er stourmadenn da gaout un oferenn vrezhonek e Brest. Warni e c'helled kontañ bepred.

Ur gristenez gredus e oa Ivona Martin. Emezelet he doa da skouer en oberenn Maodez Glanndour, "Unvaniezh Speredel Breizh" ha pergen he doa gouestlet pediñ evit ar Vro en hor yezh. Bemdez. Ul levrig dister a oa bet moulet dindan dalbenn "Ar Bedenn evit ar Vro", a vez graet gantañ dalc'hmat hiziv an deiz gant hiniennoù 'zo. Diwezhatoc'h ez eas ingal da vodadegoù Kristenion Breizh. Kemer a reas perzh e beajoù K.B. d'ar broioù keltiek meur a wech. Ur plac'h a bedenn e oa, hag ar bedenn eo a brize dreist pep tra e bodadegoù Kristenion Breizh. War dachenn ar relijion e plije dezhi Dom Elder Camara, an eskob araogour eus Amerika latin. Bepred e veze dedennus ar gaoz, hag ur wech an amzer e kounae he stourmoù war he labour gant he c'hweluniad, war-dro SOS Amitié, hag Añjela Duval, evel-just. Gwall zoaniet e oa, anat eo, gant ar c'havailh a-enep Roparz Hemon ha pergen gant divadezadur Skolaj Diwan ar Releg. Emañ he bez e bered Sant Mark, ar c'harter m'he deus bevet ennañ he buhez-pad.

E 1995 e voe roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d'he labour evit ar brezhoneg.

  1. (fr) Ivona Martin (1907-2005), PRELIB (lennet d'ar 17/12/2025)