Mont d’an endalc’had

Jakez Ducamp

Eus Wikipedia

Jakez Ducamp (1922-1994) a oa ur beleg en eskopti Kemper ha Leon. Brogarour birvidik ezel eus Strollad Broadel Breizh ne voe beleget nemet war an diviz e lezfe a-gostez e obererezh vrezhon, pezh na reas ket e gwirionez met evel div vuhez en doa : hini ar beleg hag unan guzh pe dost, ar stourm vrezhon.

Toulllbac'het e voe da vare an FLB ha diazezañ a reas Skoazell Vreizh. Klask a rae tiegezhioù da herberc'hiañ bugale tiegezhioù paour Iwerzhon e-pad an hañv e Breizh, moullañ a rae ar gelaouenn Ar Bed Keltiek war moullerez skolaj Sant Pêr ar Releg-Kerhuon ma oa kelenner betek 1988. Skriverezañ a reas war stensiloù ar Brevial nevez e brezhoneg war-lerc'h Vatikan II ha moulañ anezho evit an nebeud beleion e Breizh a reas o soñj lavarout o brevial e brezhoneg, bout ma n'eus bet imprimatur ebet evit embann seurt oberenn. Emañ beziet e bered Kerbêr e Brest, e-tal ar groaz vras. War ur blakenn vaen ez eo bet garanet er yezh a gare :

"Beleg a zoare, Breizhad birvidik, den kalonek. E vignoned."

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Prezegenn-gañv gant an Tad Kervennic ha Buhezskrid gant Youenn Olier : Imbourc'h 294, Eost 1994