Mont d’an endalc’had

Skoazell Vreizh

Eus Wikipedia

Skoazell Vreizh, aozadur dengarour breizhat, a zo ur gevredigezh gant ar statud kevredigezh a dalvoudegezh foran.

Yann Choucq a zo deraouer Skoazell Vreizh hag a grou gant Xavier Grall ha Gwenc’hlan Le Scouëzec d'ar 24 a viz Genver 1969. Er mizvezh da-heul e c'han pemp poellgor lec'hel : Lanuon, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg ha Pariz. Pierre Roy a zo bet prezidant e-pad bloavezhioù betek ma 'voe Pierre Loquet abaoe 1978, betek 2006.

An aozadur dengarour-se he deus evel pal "skoazellañ familhioù ar prizonidi politikel breizhat" (tud lakaet disked disked warno a-fed sponterezh), da "bep den hag a ra un oberiantiz stourm breizhat hag a zo kastizet gant ar justis c'hall". Bep tro ma 'vez bac'het ur stourmer ez a Skoazell Vreizh e darempred gant e familh, evit paeañ an holl fredoù alvokad ha reiñ arc'hant d'e bried ha d'ar vugale pa vez lakaet en toull-bac'h.

Abaoe gwall-daolioù ar Front de libération de la Bretagne e kerzh ar bloavezhioù 1970 ha diskounadur 1981, e veze skoazellet dreist-holl izili Stourm ar Brezhoneg gant Skoazell Vreizh. Deuet eo da vezañ diaesoc'h an traoù er bloavezhioù 1990, gant prosezioù ur c'hant breizhat bennak a veze tamallet outo bezañ herberc'hiet Euskariz hag a oa, hervez an archerien,izili eus an ETA : eus 1992 da 1999 eo bet dispignet muioc'h eget 1 milion a lurioù gall evit ar fredoù alvokad gant Skoazell Breizh. Dont a ra ar c'horvoderioù arc'hantel eus ar roadennoù a-youl-vat pe eus dastumerezhioù e-pad festoù-noz ha sonadegoù.

Embannet e vez ul lizher kelaouiñ gallek bep daou viz gant ar gevredigezh : Kannadig.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.