Yann Choucq

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Yann Choucq, bet ganet d'an 11 a viz Ebrel 1946 e Naoned, a zo un alvokad hag ur stourmer breizhat.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a reas un darn eus e amzer krennard (1955-1960) e Gwaskogn. Eno e teuas da vezañ emskiantek eus e vreizhadelezh.

E Pariz edo etre 1960 ha 1976. Studiañ a reas e lise Lakanal Sceaux. Kemer a reas perzh e krouidigezh Kelc'h Keltiek Sceaux, Da Virviken. Emezelañ a reas er MOB e 1966. Kabaliñ a reas evit Pol Le Dore (Front Breton) e miz Mezheven 1968. Kemer a reas perzh gant Erwan Vallerie ha Yannick Jézéquel e skipailh Sav Breizh.

E-keit-se e studie ar gwir.

Unan eus krouerien Skoazell Vreizh eo bet e miz Genver 1969 gant Gwenc'hlan ar Skouezeg, Xavier Grall, Erwan Vallerie ha Bernard Audic.

Alvokad e teuas da vezañ e miz Kerzu 1971. Degemeret e voe e skipailh Henri Leclerc. Alies e tifennas stourmerien vreizhat dirak al Lezioù-barn. Euskariz ha stoumerien bolitikel all ivez. Bet eo bet meur a wech en Amerika ar Su en anv Kevredad Etrebroadel Gwirioù Mab-den.

En em staliañ a reas e Naoned e 1976.

E miz Meurzh 1980 e voe kastizet gant Lez-varn Kemper evit bezañ lavaret ne c'helle ket krediñ e vefe bet dieubet unan eus ar vanifesterien enep kreizenn Plougoñ peogwir e oa kar d'ur barner... Reuz bras a savas e-touez an alvokaded er C'hwec'hkorn a-bezh. Harz-labour e voe. Nullet e voe ar c'hastiz gant Lez-varn Galv Roazhon.

Emezelañ a reas en Emgann e 1982. Sekretour broadel karget eus an darempredoù diavaez e voe e 1986 ha karget eus an aferioù etrebroadel e 1987. E 1986 e kemeras perzh e kentañ Emgav Broadoù Distad Europa.

Dont a reas da vezañ unan eus merourien Kreizenn Stummañ Alvokaded Tachenn Lez-varn Galv Roazhon en anv an alvokaded e 1986 ivez.

Pellaat a reas tamm-ha-tamm diouzh Emgann.

E 1999 e voe e-touez sinerien Galv Karaez. Ober a reas war-dro komite Naoned ar Bodad evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den.

E 2007 e stourmas enep adaozadur al lezioù-barn raktreset gant ar gouarnamant. Ar bodad Gwiraourien Vreizh gantañ hag Yvon Ollivier evel mouezhioù aotreet a stourmas evit ma chomfe unvan Breizh, evel ma oa bet mil bloaz-pad, war dachenn al lezioù-barn.

E miz C'hwevrer 2011 e kemeras perzh en Emgav Gwirioù a-stroll ar Pobloù e-kerzh Forom Sokial Dakar.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2011.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]