Yvon Ollivier

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Yvon Ollivier, ganet e Brest e 1967, zo ur reizhaouer, ur skrivagner hag un emsaver. Skrivet en deus arnodskridoù politikel ha romantoù.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desavet eo bet e Bro-Leon gant ur vamm gouniderez hag un tad blenier kirri-samm. Studiet en deus ar gwir e Skol-veur Breizh-Izel, e Brest. Goude bezañ bet diplomet e 1993 en École de Sciences politiques Pariz ha tapet ur vestroniezh war ar gwir etrebroadel e reas e goñje ha goude ur bloavezh all e Sciences-Po ez eas da Skol vroadel ar reizhaouerien . Anvet e voe da reizhaouer e 1998 ha goude bezañ bet reizhaouer e Cambrai hag e Sant-Nazer ez eas, e 2006, da eilprokulor lez-varn justis evit ar vinored, e Naoned[1].

Obererezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2007 e krouas gant Yann Choucq ar c'h-Coordination des juristes de Bretagne evit stourm ouzh ar raktres da ziskar unvanded lezvarnel Breizh hag e 2008 e savas a-enep adreizhadur ar Justis gall dindan ar prezidant Nicolas Sarkozy. D'ar 14 a viz C'hwevrer 2020 e voe e-touez ar stroll tud a savas ur galv evit saveteiñ ar brezhoneg[2] (a oar komz un tammig e-unan). Skrivañ a ra kronikennoù ingal, koulz war an Agence Bretagne Presse ha war Ni-hon-unan-NHU.bzh

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arguzenniñ a ra Yvon Ollivier evit ma vo emren Breizh er Republik c'hall hag evit ma vo diorroet ha difennet ar yezhoù minoraelet, yezh e vro, ar brezhoneg, en e soñj kentañ. Emezelet e oa ouzh Bretagne réunie (Breizh adunvanet) evit ma adroet al Liger-Atlantel da Vreizh[3]. En e arnodskrid, La désunion française, e talc'h da ziskouez e koll Bro-C'hall chañsoù evit en em zibab er bedeladur o ren pa ne c'hell ar minorelezhioù kozh (er rannvroioù) ha nevez (graet diwar an enbroerezh) bezañ anavezet ha priziet po vezañ ma vez ar republik kompezañ o ferzhioù hag o tispakañ skeudenn faos ar C'hallaoued unvan o buhezioù ha n'eus ket anezho erfin[4].

Dire que l’autonomie n’est pas une fin, nous condamne aux interminables querelles idéologiques et à la sortie de l’Histoire, lorsque partout en Europe les peuples asservis relèvent la tête. Si nous persistons dans cette voie, longtemps nous déplorerons ce curieux paradoxe qui fait qu’en Bretagne, tout le monde ou presque est régionaliste, mais qu’aucune des politiques suivies par le Conseil régional ne l’est. Ceux qui décident à la région ne sont que les relais locaux du système politique français, dont l’âme est centralisatrice et fondamentalement hostile à ce que nous sommes.

Lettre à ceux qui ont renoncé à la Bretagne, 2020.

La faiblesse de la République m’inquiète sur le terrain des libertés, car tout est fait pour ne jamais heurter la susceptibilité des musulmans, comme si on les pensait déjà en dehors de la société. Et les rodomontades récentes du pouvoir, après cette triste affaire, n’y changeront pas grand-chose. Ainsi donc, certains hommes, certaines religions seraient insusceptibles d’intégrer les libertés essentielles de notre tradition politique et de notre mode de vie ? N’est-ce pas accorder aux musulmans un régime singulier en les enfermant dans leur déterminisme, en les considérant déjà perdus pour la société ? Devons-nous nous résigner à faire société à côté d’eux, en attendant l’effondrement général ou la guerre civile ? Causeur.fr, 23 a viz Here 2020

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique de Mouvement breton, Coop Breizh, 2016. Pennad : Yvon Ollivier.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]