Agence Bretagne Presse

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An ABP pe L'Agence Bretagne Presse zo un aozadur kelaouiñ diwar-benn Breizh hag a ya en-dro e galleg, brezhoneg, galoeg ha saozneg, ha dezhañ stumm ul lec'hienn Internet. Savet e oa bet e miz Here 2003 gant Philippe Argouarch, un ijinour war an urzhiataerezh, ganet e 1950 er Sables-d'Olonne. Diwar skouer an ABP eo bet krouet, e miz Here 2009, al lec'hienn Vendée News gant Guy-André Coquet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa Philippe Argouarch o labourat e Kalifornia en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e 2000. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur rubrikenn, dezhi an talbenn "Agence Bretagne Presse", a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh en-dro e 2001 e talc'has Philippe Argouac'h da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus geriadur Favereau enlinenn ha renabl al lec'hiennoù breizhat. E 2008 e voe krouet ouzhpenn d'an ABP, ur stumm nevez evit kelaouiñ, an ABP-TV. Er memes bloavezh e vo kudennoù arc'hant gant ABP, dre-se e voe aozet ur webothon evit dastum arc'hant, bep bloaz e vez aozet un abadenn eus ar seurt.
En derou, an ABP a oa ur gevredigezh 1901, met aet eo da freuz-stal. Hiriv e chom P. Argouarch perc'henn an domani hag ar servijourien, met eilet eo an ABP gant ar gevredigezh, ABPMM (ABP multimédias). Ur seurt kuzul an dud fur a zo bet krouet en 2012 gant un nebeut kazetennerien pe dud bet kazetennerien.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembann a ra an amzez ar c'hemennadennoù niverus-tre kaset gant ar c'hevredigezhioù e Breizh (pe liammet ganti). Keleier a denn da Vreizh war ar pezh a c'hoarvez e morioù tro-war-dro Breizh a embann ivez. Renket e vez ar rubrikennoù hervez anv ar c'hêrioù bras e Breizh (8 + Pariz) hag hervez an temoù.

Bez ez eus ur bajenn evit ar c'heleier e brezhoneg hag unan all e saozneg.
Dispaket e vez ivez videoioù kaset gant aozadurioù pe hiniennioù zo. Sellet ouzh ABP TV

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus goprad ebet ha Philippe Argouarch a ra war-dro ar servijer e-unan e-pad 6 eurvezh bemdez na d'anr skridaozerien. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euro ar bloaz. 6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont keleier evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel mouezh o aozadurioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant strollegezhioù, kevredigezhioù ha strolladoù politikel, lies-tre o mennozhioù.

En un pennad-kaoz embannet gant Bremañ e miz Ebrel 2008, e lavare Philippe Argouac'h ne goust kazi netra lakaat enlinnenn miliadoù a bennadoù e n'eus forzh peseurt yezh, ken eo aes kavout meur a destenn vrezhonek en ABP, ar pezh n'eo ket posupl gant priz ar paper.

E derou ar bloaz 2008, ne oa ket mui posupl d'ar servijer orin gouzañv ar gweladennoù niverus pa rae berzh an ABP er bed a-bezh ha 2 400 euro a oa dleet. Ur galv evit rastellat arc'hant, ar Webothon hervez ar merour, a zegasas 4 000 euro evit prenañ un urzhiataer galloudusoc'h.
Er pennad-kaoz ec'h embanne Philippe Argouarch e veze 5 000-6 000 gweladenn bemdez ha war-dro 200 000 bep miz.

Ur skipailh kazetennerien a-youl-vat ha kronikerien a zo bet bodet en-dro d'an ABP. Araokadennoù zo bet graet e-kenver ar skridaozañ hag ar filmañ gant ostilhoù video simpl.

Kudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2008 ez eus kroget kudennoù teñzorouriezh gant ABP, aozet e voe neuze ur webothon evit klask dastumm arc'hant. Er fin eo bet tapet 5 000 € ganto.
  • Er memes bloavezh e oa bet aet un afer el lez-varn, met gounezet en doa ABP.
  • D'an 28 a viz Ebrel 2009 ec'h embannas ABP un interview eus Frederig ar Bouder, prezidant Adsav, un nebeud aozadurioù breizhat a gavas e oa un doare meuleudi evit ar strollad-se. Divizet e voe neuze gant 44=BZH hag Unvaniezh Demokratel Breizh (hag hec'h holl gevrennoù) chom hep kas o c'hemennoù ken da ABP.
  • Bloavezh 2012 e kuita ul lodenn eus ar gazetennerien an ABp evit mont da sevel al lec'hienn 7seizh.

Liammoù diavez, Agence Bretagne Presse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]