7seizh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Furm wirel : | Kevredigezh |
|---|---|
| Krouidigezh : | 2012 |
| Lugan : | L'info axée Bretagne toute ! |
| Sez ar c'hevredad : | Karaez-Plougêr |
| penngevredad : | Romain Bily Sandrig ar Gall Kevin Jezequel Fabien Lecuyer Mélize Jacques-Yves Le Touze |
7Seizh a oa ur gazetenn enlinenn bet krouet e miz Genver 2012 ha paouezet e 2018 evit kelaouiñ an dud diwar-benn an darvoudoù e Breizh hag er broadoù hep Stad. Savet e oa bet gant ur strollad tud hag o doa kuitaet an ABP.
D'an 30 a viz Kerzu 2014 e voe kondaonet Fabien Lécuyer, unan eus krouerien al lec'hienn, gant lez-varn Kemper da-heul ur c'hlemm gant Éliane Kerjoant a oa o labourat e Kelenn, kreizenn stummañ kelennerien Diwan[1].
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a rae 7seizh gant ar galleg. Er penn-kentañ e oa implijet meur a yezh : brezhoneg, galleg dreist-holl hag ul lodenn e gallaoueg[2].
Mont en-dro 7seizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare mont en-dro lakaet war wel gant 7seizh a zo unan a-stroll : kazetennerien deus un tu, kenlabourerien lec'hel deus an tu all. Digor eo ar skrivañ da dud ar gevredigezh vreton a savfe c'hoant enno kemer perzh.
Skipailh ha kenlabourerien bet 7seizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fabien Lécuyer, kazetenner
- Melize Danet, Melize Erre, anvioù-pluenn ar berc'hennez war an domani Internet[3]
- Sandrig ar Gall, kenlabourer
- Romain Bily, kazetenner
- Aurélien Lelièvre, kazetenner
- Philippe Parisse, kazetenner ha luc'hskeudenner
- Joel Sinel, kazetenner
- Tarek, kenlabourer
- Gael Cloarec, luc'hskeudenner
- Gael Le Ny, luc'hskeudenner
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 7seizh, 20 Genver 2015
- ↑ (fr) 7seizh, Bouscuer l'actuaité bretonne
- ↑ (en) Whois