Kaozeal:Agence Bretagne Presse

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eo ket implijet an anv Amsez Wask Breizh gant ABP, din da c'houzout.

  • Eus pelec'h e teu ar ger amsez?
  • Gant piv eo bet ijinet?
  • Perak "wask"?

Bianchi-Bihan 20 Gen 2009 da 17:31 (UTC)[respont]

  • Ur stumm brezhonek (ha treut-ki) a zo. Marteze ez eo abalamour da se eo bet ijinet (n'ouzon ket gant piv) an anv (vil) meneget a-us. Evit a sell ouzh ar wask, feiz, ez eus gwask a-walc'h e Breizh. E-barzh Hemon-Huon e kaver : gwask : presse (machine). --Ex-Smith 20 Gen 2009 da 18:51 (UTC)[respont]
  • Kavet amsez e geriadur An Here : embregerezh kenwerzhel a ya prl. da hanterour etre tud a vicher en ur gennad armerzhel hag o arvalien. A galon. --Ex-Smith 20 Gen 2009 da 19:05 (UTC)[respont]
Ar ger amsez a gaver, a-gozh, e skridoù Preder evit treiñ ar ger gallek "agence" ([1]). An titl Amsez Wask Breizh zo bet lakaet gant saver ar pennad, Ch.Rogel ([2]). An anv-se ne seblant ket bezañ implijet gant ABP nag e lec'h all. --Llydawr 20 Gen 2009 da 20:48 (UTC)[respont]
Ma vije kavet an anv e pajennoù ABP e vije mat an anv din. Met ne vez ket. Neuze eo un anv ijinet gant krouer ar pennad. Pa vo ur pennad AFP e vo ijinet un anv brezhonek en e lec'h ivez? ha troet e vo Associated Press?
Lakomp amsez. Perak ur c'hemmadur goude, ha hini ebet e Breizh war-lerc'h? N'eus forzh petra. ABP, ha mat ar jeu. Ha raktal.Bianchi-Bihan 21 Gen 2009 da 09:13 (UTC)[respont]
Amsez adarre: hervez m'eo stummet an anv eo anv ul lec'h. "Agence de presse" n'eo ket ul lec'h met un obererezh, ma ne fazian ket (dezhi un amsez, met se zo un afer all). Bianchi-Bihan 21 Gen 2009 da 09:16 (UTC)[respont]
"Embann" pe "Kelaouiñ" e-lec'h g"Wask", forzh penaos... A galon. Klaod Kadbzh 21 Gen 2009 da 10:05 (UTC) El rezon , ma mignon. Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 03:07 (UTC)[respont]
Seblantout a ra din ez eo an holl a-du n'eo ket Amsez Wask Breizh un implij vat, tu 'zo e dennañ eus ar bajenn neuze ? --Y-M D 10 Her 2009 da 10:23 (UTC)[respont]
Ya, a lavarfen a-walc'h.--Ex-Smith 10 Her 2009 da 11:28 (UTC). Sur ha neo ket marteze, a larfen zoken. Bianchi-Bihan 10 Her 2009 da 12:09 (UTC)[respont]