Naouegezh alvezel

Eus Wikipedia
Recycle002.svg
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
naouegezh alvezel
Nicolas P. Rougier's rendering of the human brain.png
diskiblezh akademek, industry, type of technology
Iskevrennad eusemerging technology Kemmañ
Rann eusstlenneg, cognitive science Kemmañ
Influenced byBredoniezh, yezhoniezh, Prederouriezh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezDeep Blue versus Kasparov, 1997, Game 6, AlphaGo versus Lee Sedol, Dartmouth Summer Research Project on Artificial Intelligence Kemmañ
Implijweb search engine, recommender system, natural language understanding, autonomous car, automated decision-making Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://eudml.org/subject/MSC/68Txx Kemmañ
Dezverket dreregulation of artificial intelligence, artificiality Kemmañ
Pleustret gantartificial intelligence researcher Kemmañ
Istortimeline of artificial intelligence, history of artificial intelligence Kemmañ
Stack Exchange sitehttps://ai.stackexchange.com Kemmañ
ACM Classification Code (2012)10010178 Kemmañ
Classification of Instructional Programs code11.0102 Kemmañ
Stack Exchange taghttps://stackoverflow.com/tags/artificial-intelligence Kemmañ


An naouegezh alvezel (NA)[1] a zo ur stlenn dispaket gant ardivinkoù urzhiataerel dre intentoù klevet pe gendodet pe drerenet ha e vez-hi enebet d'an naouegezh a gaver en denien hag el loened. Pourvezet e vezont an ardivinkoù gant poelladoù skouer, naouerezh ar gomz hag ar stummoù, reizhiadoù treiñ yezhoù hag dafaroù difetis all.

E-touezh implij an NA e kaver lusker enklaskluskerioù enklask er Web (Google eo an anavezetañ), reizhiadoù erbed (implijet gant YouTube, Amazon ha Netflix), reizhiadoù karbedoù embleinet (Tesla, Waymo), reizhiadoù intent ar gomz (Alexa, Siri), reizhiadoù da verañ an diferañ hag ar c'hevezañ betek al liveoù uhelañ er c'hoarioù strategezh (echedoù, Go). Seul ma teu ar ardivinkoù da vezañ barrekoc'h, seul ma vez dilamet eus termenadur an NA pep elfenn a dennfe d'o naouegezh seurtanvet. Ar “gwered NA” eo. Da skouer ne lakaer ket anavezadur optikel arouezioù mui e-barzh an NA.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma 'z eus skiant an NA adal 1956, gwagennoù spi-dispi o deus renet e-apad un hir a brantad a reer “goañv an NA”. Meur a hent a zo bet ergerzhet, evel drevezañ an empenn, skoueriañ modoù an diskoulm sevenet gant an denien, ar boelloniezh furmel, diazoù-roadennoù bras diwar-benn an emzoug loen. E derou an XXIvet kantved e teuas disoc'hoù bras diwar implij urzhiataerioù matematikel ha stadegel galloudus-tre.

Meur a dachenn a gaver en diskiblezh-se a zo liammet pe d'ar palioù pe d'an ostilhoù arbennik. E-touezh ar palioù paotañ e kaver erouezadur ar gouiziegezh, ar steuñvekat, an deskoni, argerzh al lavar pe areg naturel, ar merzherezh, ha al lakaat an traezennoù da vezañ dilec'hiet hag embregatet. Met e-touezh ar palioù da dizhañ war hir termen e kaver an naouezh hollek, da lavaret eo bezañ gouest degas un diskoulm da bep kudenn dic'hortoz. Kalz a deknikoù a zo bet dibabet gant an enklaskerien : gwellekadur an enklask, ar gwellekadur matematikel, ar boelloniezk furmel, rouedadoù neuron alvezel, ha hentennoù stadegel, amkanioù an tebegezh ha meizadoù armerzhel.
Diazezet war ur vartezeadenn eo bet pazennoù kentañ an enklask , hini deskrivadur naouegezh an Den a c'hellfe bezañ ken resis ha m'eo posubl ober e-keñver ar ardivinkoù ma vije kavet moien e zrevezañ. Kaset e voe ar gudenn war an dachenn brederouriezhel, ha lennegel ivez, dre ma voe degaset aon ar boudoù alvezel dizouj a c'hellfe bezañ fardet. Met, daoust d'ar mojennoù ha d'an danevelloù diarweladel e klasker krediñ ma vo an naouegezh alvezel troet war an tu mat a-blom gant emzalc'hioù a-feson.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fañch Bihan-Gallic, Digevrinañ an NA : en em brientiñ da zegemer “warc’hoazh” ?, e-barzh Le Peuple breton, niv. 709, C'hwevrer 2023

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. An dro-lavar "naouegezh alvezel" a zo bet kinniget er geriadur arbennik Preder ha degemeret gant Ofis ar brezhoneg.