Naouegezh artifisiel
Iskevrennad eus | stlenneg, emerging technology, Poellata |
---|---|
Implij | search engine, recommender system, natural language understanding, autonomous car, automated decision-making |
Arvez | stlenneg, cognitive science |
Levezonet gant | bredoniezh, yezhoniezh, prederouriezh |
Darvoud-alc'hwez | Deep Blue versus Kasparov, 1997, Game 6, AlphaGo versus Lee Sedol, Dartmouth workshop |
Deskrivet en URL | https://eudml.org/subject/MSC/68Txx |
Dezverket dre | regulation of artificial intelligence, artificiality |
Istor | kronologiezh an intent artifisiel, istor an intent artifisiel |
Pleustret gant | artificial intelligence researcher, artificial intelligence engineer |
A implij | large language model, AI-generated content |
Model item | machine learning, intelligence amplification |
Stack Exchange site URL | https://ai.stackexchange.com |
Kod rummatadur ACM (2012) | 10010178 |
Classification of Instructional Programs code | 11.0102 |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/artificial-intelligence, https://ai.stackexchange.com/tags, https://genai.stackexchange.com/tags |
An naouegezh artifisiel[1], pe naouegezh alvezel[2], pe intent artifisiel[3], zo ur stlenn dispaket gant ardivinkoù urzhiataerel dre intentoù klevet pe gendodet pe drerenet. Enebet e vez d'an naouegezh a gaver en denien hag el loened. Pourvezet e vez an ardivinkoù gant meziantoù skouer, anaoudadur ar gomz hag ar stummoù, reizhiadoù treiñ yezhoù ha dafaroù difetis all.
E-touez implij an naouegezh artifisiel emañ luskerioù enklask er Web (Google eo an anavezetañ), reizhiadoù erbed (implijet gant YouTube, Amazon ha Netflix), reizhiadoù karbedoù emvleinet (Tesla, Waymo), reizhiadoù intent ar gomz (Alexa, Siri), reizhiadoù da verañ an diferañ hag ar c'hevezañ betek al liveoù uhelañ er c'hoarioù strategezh (echedoù, Go). Seul ma teu ar ardivinkoù da vezañ barrekoc'h, seul ma vez dilamet eus termenadur an NA pep elfenn a dennfe d'o naouegezh seurtanvet. Ar "gwered naouegezh artifisiel" eo. Da skouer : ne renker mui nanaoudadur optikel arouezennoù e-barzh an naouegezh artifisiel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma 'z eus eus skiant an naouegezh artifisiel abaoe 1956, gwagennoù spi-dispi o deus renet e-pad un hir a brantad a reer "goañv an naouegezh artifisiel" anezhañ. Meur a hent zo bet ergerzhet, evel drevezañ an empenn, skoueriañ modoù an diskoulm sevenet gant an denien, ar boelloniezh furmel, diazoù-roadennoù bras diwar-benn an emzoug loen. E derou an XXIvet kantved e teuas disoc'hoù bras diwar implij urzhiataerioù matematikel ha stadegel galloudus-tre.
Meur a dachenn a gaver en diskiblezh-se a zo liammet ouzh ar palioù pe ouzh an ostilhoù arbennik. E-touez ar palioù paotañ emañ erouezadur ar gouiziegezh, ar steuñvekat, an deskoni, argerzh al lavar pe areg naturel, ar merzherezh, hag al lakaat an traezoù da vezañ dilec'hiet hag embregatet. Met e-touez ar palioù da dizhout war hir dermen emañ an naouezh hollek, da lavaret eo bezañ gouest da zegas un diskoulm da bep kudenn dic'hortoz. Kalz teknikoù zo bet ergerzhet gant an enklaskerien : gwellekadur an enklask, ar gwellekadur matematikel, ar boelloniezk furmel, rouedadoù neuron artifisiel, hag an hentennoù stadegel, amkanioù an tebegezh hag ar meizadoù armerzhel.
Diazezet war ur vartezeadenn eo bet pazennoù kentañ an enklask, hini deskrivadur naouegezh an Den a c'hellfe bezañ ken resis ha m'eo posupl ober e-keñver ar ardivinkoù ma vije kavet un doare d'e zrevezañ. Kaset e voe ar gudenn war an dachenn brederouriezhel, ha lennegel ivez, dre ma voe degaset aon ar boudoù artifisiel dizouj a c'hellfe bezañ fardet. Met daoust d'ar mojennoù ha d'an danevelloù diarweladel e klasker krediñ ma vo an naouegezh artifisiel troet war an tu mat a-blom gant emzalc'hioù a-feson.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Pierre Le Mat, Agence Bretagne Presse, 7 Ebrel 2023.
- Fañch Bihan-Gallic, Digevrinañ an NA : en em brientiñ da zegemer “warc’hoazh” ?, e-barzh Le Peuple breton, niv. 709, C'hwevrer 2023
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Termofis
- ↑ Geriadur ar stlenneg (Preder)
- ↑ Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, Kreizenn ar Geriaouiñ