Amazon (embregerezh)
Amazon.com, Inc., zo un embregerezh treuzvroadel teknologiezh gant ur skourr penn gwerzhañ dre internet, saveteiñ cloud, ha speredegezh kalvezel. Diazezet eo e Seattle, Washington. Lakaet eo bet war-raok evel unan eus ar Big Tech, pe GAFAM, gant Apple, Alphabet (Google), Meta (Facebook) ha Microsoft, dre e nerzh en ti eskemm, nevezintioù teknologel souezhus, un anv merk brudet ha doareoù gwerzhañ tagus.
Bez eo ar savenn gwerzhañ dre internet ha cloud brashañ er bed hervez an arc'hant rastellet hag ar priz en ti eskemm. Amazon.com a oa bet krouet gant Jeff Bezos d'ar 5 a viz Gouhere 1994, evel ur stal enlinenn levrioù a-raok gwerzhañ videoioù/streaming, MP3 pellkargañ/streaming, levrioù dre gomzpellkargañ/streaming, meziantoù, c'haorioù video, elektronek, boued, c'hoarioù ha bravigoù.