Apple

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Apple

Apple, pe Apple Inc., anvet a-raok Apple Computer Inc., a zo un embregerezh liesbroadel eus ar Stadoù-Unanet arbennikaet war ar stlenneg. Staliet eo he sez er Silicon Valley, e Cupertino.

Brudet eo deuet anv an embregerezh da vezañ pa oa deuet an Apple II er-maez e 1977, ha war-lerc'h gant an heuliad Macintosh (abaoe 1984). E 2001 e klaskas Apple ledanaat e oberiantiz en ur vont war-zu industriezh ar sonerezh get an iPod, hag e 2003 get an iTunes Store, a-raok mont war dachenn ar pellgomzerezh hezoug get an iPhone (e 2007).

Brudet eo Apple evit an etrefas implijer eeun ha dezaignoù cheuc'h e broduoù, ha dreist-holl evit bezañ roet en tu d'an dud da implijout un deknologiezh nevezadus hag aes evit an dud dizampart. Setu ar pezh 'voe graet gant an etrefas grafikel gant prenestri, al logodenn, hag ar skramm Liestouch. An elfennoù-se a lak priz produioù Apple da vezañ uheloc'h eget keidenn ar marc'had hag dre-se e vez gwelet Apple evel ur merk e krec'h ar skalfad.

Istor produioù Apple[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1976-1977 : Deroù an embregerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Apple I

Apple Computer, Inc. a zo bet krouet get Steve Jobs ha Steve Wozniak d'ar 1añ a viz Ebrel 1976 a-benn gwerzhañ an urzhiataer Apple I savet ganto en o c'harrdi, an urzhiataer gant un hewel hag un douchennaoueg, ur mekanik nevez d'ar mare-se. Gant an argant gounezet, tu a oa da Jobs ha Wozniak krouiñ un urzhiataer nevez, soñjet o deus sevel un urzhiataer hag a c'hell bout implijet gant an holl : an Apple II, gant ur memor Video a-benn kavout ar skramm gant livioù ha lakaat rac'h an elfennoù en ur voest plastek bravoc'h.

1977-1981 : an Apple II hag e bennvad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Apple II a veze gwerzhet fonnus, unan eus an tri urzhiataer personel er marc'had. E-keit-se e tivizas Apple cheñch logo evit dibab an aval. Jobs a raktresas tri urzhiataer nevez evit ar stlennegezh en embregerezh : Sara, Lisa ha Macintosh.

1981-1990 : ar Macintosh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Macintosh

Un urzhiataer gortozet e-pad pell eo, ha kalz gwelloc'h eget an Apple II mes kentoc'h graet evit ar studierien Skol-Veur hag al labourerien speredekAli personel. Tro-dro da gant-mil skouerenn a vo gwerzhet e-pad ar c'hwec'h miz kentañ. Kendalc'her a reas memestra Apple da werzhañ ha da ziorroiñ an Apple II.

1990-1998 : ar blezioù diaes[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaesoc'h diaesañ eo da Apple enebiñ ouzh Microsoft er marc'had dre ma eo ar PC izel e brizioù. Un drederenn eus ar postoù a vo lamet a-benn savetiñ an embregerezh.

1998-2001 : an iMac[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An iMac a lakey Apple d'ober e gentañ blez gounidigezh abaoe 1993, adnevelezh Apple en un doare dre ma eo bet gwerzhet eizh kant mil skouerenn e 1998. E 1999 e krog Apple d'ober urzhiataerioù-doug iMac hag iBook. Memes ar poelladoù Mac OS a gemm da vout Mac OS X e 2000, gant un etrefas sklaeroc'h ha plijusoc'h da implijout.

2001-2005 : An iPod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar merk he deus ledanaet e oberiantiz àr-zu ar sonerezh dre zigoriñ ur stal sonerezh àr ar rouedad, an iTunes Music Store e miz Ebrel 2003, ur stal enframmet er poellad iTunes, implijet evit an iPod hag an urzhiataer.

2007 -[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezhet eo an iPhone, familh poellgomzoù Apple, gant Steve Jobs e miz Genver 2007. E 2010 eo roet lañs d'an iPad, e dablezenn.

Produioù Apple[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listenn produioù Apple[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Beñvegoù foto numerek QuickTake ;
  • Ar Skrammoù Urzhiataer : AudioVision Display, Multiple Scan, AppleVision, ColorSync, Apple Studio Display et Apple Cinema Display ;
  • Ar Moullerezhioù : ImageWriter, StyleWriter, Color StyleWriter ;
  • Ar Moullerezhioù Laser : LaserWriter, Personnal LaserWriter, Color LaserWriter ;
  • Ar Skannerioù diell : Apple Scanner, Apple OneScanner, Apple Color OneScanner ;
  • An Airport, kartoù ha bonnoù Wi-Fi ;

Listenn meziantoù Apple[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodennoù marc'had[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzhioù urzhiataerioù personel ha lodennoù marc'had
Blez Bed Bro-C'hall Stadoù-Unanet
unanienn gwerzhet LM LM* LM
2009 10 400 000
2008 9 720 000
2007 2,88 % 5,6 %
2006 5 645 000 2,5 % 2,9 % 4,7 %
2005 4 742 000 2,3 % 2,4 % 4,0 %
2004 3 507 000 2,0 % 2,2 % 3,3 %
2003 3 098 000 2,0 % 3,2 %
2002 3 098 000 2,2 % 2,8 %
2001 3 215 000 2,4 % 3,2 %
2000 3 733 000 3,5 % 4,0 %
1999 3 448 000 3,4 %
1998 2 763 000 2,6 % 4,9 %
1997 2 874 000 3,2 % 5,5 %
1996 3 960 000 5,3 % 7,8 %
1995 4 500 000 7,9 % 14,1 %
1994 3 800 000 8,3 % 14,7 %
1993 3 300 000 9,4 %
1992 2 500 000
1991 2 100 000
1990 1 300 000
1989 1 100 000
1988 900 000
1987 550 000 15 %
1986 380 000
1985 200 000
1984 372 000
  • LM= Lodennoù Marc'had