Seattle (Washington)
Seattle (distagadur: [siːˈætɫ̩]) zo ur gêr hag ur porzh eus gwalarn Stadoù-Unanet Amerika. Bez eo kêr vrasañ stad Washington er Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2017 e oa e-tro 713 700 a annezidi o chom enni. E miz Gouhere 2013, e oa ar vetropolenn o kreskiñ ar muiañ dre ar vro. Chomet eo e-touezh ar pemp o kreskiñ ar muiañ e miz Mae 2015 gant ur c'hresk a 2.1% bep bloaz. E miz Gouhere 2016, Seattle a oa hag un-dro ar gêr o kreskiñ ar muiañ er Stadoù-Unanet Amerika gant ur c'hresk a 3.1% bep bloaz.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Beer Sheva (Israel)
Bergen (Norvegia)
Cebu (Filipinez)
Chongqing (Sina)
Christchurch (Zeland-Nevez)
Daejeon (Korea ar Su)
Galway (Iwerzhon)
Gdynia (Polonia)
Haiphong (Viêt Nam)
Izmir (Turkia)
Kaohsiung (Taiwan)
Kobe (Japan)
Limbe (Kameroun)
Mazatlán (Mec'hiko)
Mombasa (Kenya)
Naoned (Breizh)
Pécs (Hungaria)
Perugia (Italia)
Reykjavík (Island)
Sihanoukville (Kambodja)
Surabaya (Indonezia)
Tashkent (Ouzbekistan)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel