Mazatlán

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mazatlán

Mazatlán zo ur gêr vras eus Mec'hiko, e stad Sinaloa. Emañ war an aod, a-dal da veg suañ ledenez Baja California.

Un anv nahouatlek eo Mazatlán ha talvezout a ra kement ha "lec'h ar c'hirvi." Diazezet e voe kêr e 1531, gant un armead Spagnoled renet gant Nuño de Guzmán. E-kreiz an XIXvet kantved e oa bet kalz tud o tont eus Alamagn o'n em staliañ enni. Tamm-ha-tamm e kreskas Mazatlán ha dont da vezañ ur gêr vras. Kêr-benn Sinaloa e voe etre 1859 ha 1873.

E 2010 e oa 438 434 a dud o vezañ e kêr ha 489 987 er gumun (municipio), hag an eil kêr vrasañ e oa Mazatlán e stad Sinaloa. Dont a ra kalz touristed di ha kalz letioù zo a-hed an aod. Ur vag-treizh zo da vont da La Paz e Baja California. Un aerborzh etrebroadel zo e Mazatlán ivez.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.