Pêr Loquet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pierre Loquet)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Pêr Loquet (Pierre Loquet, e galleg) zo un emsaver breizhat, bet ganet d'an 9 a viz Genver 1930 e Gwenrann (Liger-Atlantel).

Ur rezistant eo bet adalek an oad a 14 vloaz.

E Liger-Atlantel ez eo brudet Pêr Loquet evel rener Fest al Levrioù e Breizh, krouet gantañ e 2003, hag a vez dalc'het bep bloaz e Gwenrann.

Krouet en doa ivez Kelc'h keltiek Bro Gwen Rann e 1969.

Pêr Loquet a zo bet prezidant Skoazell Vreizh.

E penn Gourenez emañ, ur gevredigezh he deus savet liammoù keneilded etre kevredigezhioù hag a ra war-dro sevenadur Breizh e korn-bro Gwenrann.