Mont d’an endalc’had

Stourm ar Brezhoneg

Eus Wikipedia

Stourm ar Brezhoneg, pe SAB, a zo ur strollad brezhonek a zo bet oberiant er bloavezhioù 1980 hag a c'houlenne " brezhoneg ofisiel ".
Ganet e oa diwar un disrann digant Skol an Emsav e 1981, goude dilennet ar prezidant gall François Mitterrand, pa oa bet embannet gant Tangi Louarn, eus e berzh e-unan, e oa Skol an Emsav e-touez ar "brasañ niver" a-du gant ar galloud nevez ar PS gall.

Klask a rae an izili heuliañ skouer Cymdeithas yr Iaith Gymraeg e Kembre.

Nec'het-bras eo Stourm ar Brezhoneg o welet e vez Diwan o komz mui-ouzh-mui eus "divyezhegezh" ha nebeut-ouzh-nebeut eus "brezhoneg". Rak divyezhek eo bet Breizh e-pad kantvedoù, diwar-goust ar brezhoneg ha ret eo deomp, da z-Diwan, da Stourm ar Brezhoneg ha d'an Emsav a-bezh mont kontrol d'ar red-se hag adsevel hor yezh da yezh ofisiel ha yezh vroadel e Breizh.

Stourm ar Brezhoneg, Diwan : Petra eo sonj stourm ar Brezhoneg ?, Kannadig Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg niv. 12, 1987, p. 28

Brudet eo bet Stourm ar Brezhoneg abalamour d'al livadegoù panelloù-hent. Hiziv e soñjer eo a drugarez da labour SAB ez eus panelloù divyezhek e Breizh, goude ma n'int ket ken stank hag e broioù evel Kembre pe Euskadi.

Un toullad prosezioù zo bet, ma nac'he an damallidi komz galleg el lezioù-barn. Lod zo bet kondaonet garv. Harp a oa bet roet dezho gant Skoazell Vreizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]