Breuriezh Sant Erwan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Breuriezh sant Erwan zo ur gevredigezh kristen hag a dolp kristenion vrezhoneger 'zo eus Bro-Dreger evit aozañ devezhioù-studi diwar-benn testennoù eus an Iliz.

Krouet e voe e 1962 gant Per Bourdellez, Armañs ar C'halvez ha Yann Talbot. Eil anv ar gevredigezh-se zo Beleion Breizh. Aozañ a ra devezhioù studi ha pedenn e presbital Brelevenez e Lannuon, div pe deir gwezh ar bloaz. E 2012 hag e 2013 e oa bet graet studioù diwar-benn testennoù Sened Meur Vatikan II.[1] E 2014 ez eus bet aozet un devezh-studi a-zivout pedenn ar Pater noster.[2]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

<references>

  1. Pedadenn evit an devezh-se gant load Emglev An Tiegezhioù : 50vet deiz-ha-bloaz Vatikan II
  2. Pedadenn evit an devezh-se gant load Emglev An Tiegezhioù : Studiañ ar bater