Yann-Bêr Thomin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Yann-Bêr Thomin
Ganet 28 a viz C'hwevrer 1949
Landerne
Micher politikour

Yann-Bêr Thomin pe Jean-Pierre Thomin (1950-) zo ur politikour breton eus ar PS.

Ganet eo bet e miz C'hwevrer 1949 e Landerne. Kroget e oa da labourat gant ar Bleun Brug. Desket en deus brezhoneg.

Maer kêr Landerne etre 1989 ha 2008, eilprezidant Kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz e-pad ur pennad, ha kuzulier Rannvro Breizh adalek 1997 betek 2010.

Buhez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dont a ra da vezañ maer Landerne e 1989 e penn ul listenn eus an tu kleiz. Addilennet eo e 1995 ha 2001, met e 2008 e koll ar votadegoù goude ma oa chomet ul listennad ekologourien en eil tro. Reiñ a ra e zilez eus ar c'huzul-kêr e miz Kerzu 2009.
  • Kuzulier departamant eo bet etre 1987 ha 1994.
  • Da-heul ur reolenn nevez degemeret gant strollad sokialour Penn-ar-Bed e 2003, just a-raok an dilennadeg rannvro, n'haller ket bezañ maer ha bezañ e karg er rannvro ken. Goulenn a reer digantañ dibab etre e garg er rannvro hag e bost a vaer. Nac'hañ a ra Yann-Bêr Thomin dilezel hini pe hini eus ar c'hargoù-se. D'ar 15 Here 2005 e tiviz PS Penn-ar-Bed skarzhañ anezhañ eus ar strollad evit pevar bloaz. Divizout a ra neuze sevel galv el live broadel; a-benn ar fin n'eo ket skarzhet eus ar Strollad Sokialour Gall. Soñjet e vez eo bet savet ar reolenn nevez a-ratozh evit mestroniañ gwelloc'h izili ar strollad.
  • Abred e 2006 ec'h embann bezañ a-du gant Ségolène Royal, pa ne oa ket anat e vefe dibabet homañ da zanvez prezidantez gant e strollad.
  • Yann-Bêr Thomin a vez sellet outañ gant lod eus izili e strollad evel ouzh un den re dost da vetoù an Emsav. Techet eo tu jakobin ar strollad da gaout disfiz dioutañ.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]