Mont d’an endalc’had

Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh

Eus Wikipedia
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Un toullad tud a denn korvo eus labourioù KIS : an ti-embann An Here, an ti-embann Aber (renet gant Pierrette Kermoal), an ti-embann Bannoù-Heol[1] (gant Arno Elegoed), ar gelaouenn Nidiad (gant Malo Adeux), ar geriadurour René Le Gléau (geriadur embannet gant Al Liamm), ar geriadurour Francis Favereau (geriadur embannet gant Skol Vreizh), ar geriadurour Martial Ménard, ar prederour Fañch Kerrain (embannet e skridoù gant tiez-embann eus Kuzul ar Brezhoneg), ar skrivagner Koulizh Kedez, ar skrivagner Padrig an Habask (rener an ti-embann Al Lanv), an arzour Yann-Ber Tillenon, troerion evel Alan Monfort (bandennoù treset embannet gant Yoran Embanner), Yann-Varc'h Thorel, Ronan an Deroff, Jean-Michel Mahe (embannet un droidigezh anezhañ gant An Alarc'h Embannadurioù).

Gant Kreizenn ar Geriaouiñ, e Diwan, ez eus klasket ober gant ur c'heriaoueg etrebroadeloc'h hep ober gant gwriziennoù keltiek na kinnigoù KIS, lezet a-gostez, war-bouez un nebeud anezho[2]. Daoust da se e ra lod eus gopridi Diwan gant kement ger bet krouet gant KIS. Gerioù KIS eo a gaver e geriadur Martial Ménard, arveret er skolioù Diwan, ha n'eo ket kinnigoù Kreizenn ar Geriaouiñ, na gaver e geriadur ebet koulz lavarout. Da skouer, e Diwan e vez lavaret urzhiataer, ur ger krouet gant KIS, ha n'eo ket kompoder, kinniget gant Kreizenn ar geriaouiñ.

  1. Da skouer : Skeudennoù karbedoù [1]
  2. Evel ar ger kevandir, da skouer.