Nidiad
Neuz
Nidiad a zo ur gelaouenn lennegel vrezhonek bet krouet e 2010 e Naoned gant Gwendal Piégais, Malo Adeux ha Hoel Mahe. Deuet eo er-maez bep tri miz etre 2010 ha 2019 (40 niverenn).
Kavet eo bet titl ar gelaouenn diwar labour Guy Étienne[1].
Enni e vez kavet ingal barzhonegoù, testennoù a brederouriezh pe Istor ha komz-plaen. Tud all o deus kemeret perzh er gelaouenn-se evel Yann-Varc'h Thorel, Ronan an Deroff, Dan Ar Wern, Alan Kervern, Yann-Ildut Galiou, Kevin Laquaine-Jakez, Manon Le Gourrierec, Celestine Doedens, Fabrice Coupechoux, Gayanêh Guerineau, Bigorn He!, Sören Hand, Olia Tsaplina, Youen Le Bris, Yulia Borisova, Tepod Mab Kerlevenez pe Fulup Pirc'hirin.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Load Nidiad
- (br) Pennad-kaoz gant G. Piégais ha M. Adeux
- (fr) Pennad eus miz Even 2010 : "Nidiad, naissance d'une revue littéraire en breton. Colloque à Saint-Herblain"
- (fr) Pennad eus miz Kerzu 2011 : "Nidiad ouvre la langue bretonne sur le monde"
- (fr) Pennad eus miz Du 2014 : "Nidiad, magazine littéraire, philosophique en breton"
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gw. Lavar 18, p. 99-102