Mont d’an endalc’had

Dan ar Wern

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dan Ar Wern)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Dan ar Wern
Ganet 14 a viz Here 1952
Gwern-Porc'hoed
Micher skrivagner

Dan ar Wern, skrivagner brezhoneger, a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1952 e Gwern-Porc'hoed, war lez koadeg vojennel Brekilien.

Studiet en deus al lennegezh e Skol-Veur Nisa ha diskibl ha keneil eo bet da Vefa de Bellaing(Daveoù a vank). Plijout a ra dezhañ kenañ beajiñ a-dreuz ar bed ha studiañ yezhoù all ha sevenadurioù disheñvel(Daveoù a vank).

Kenlabourat a ra evit an dastumadennoù sevenadurel breizhek Al Liamm ha NIDIAD evit kinnig barzhonegoù, danevelloù ha studioù. Kemeret en deus perzh e seizhvet ha c'hwezekvet niverenn ar gelaouenn Nidiad (Venezia, e Melezour ar Garantez, Maskl ar Marv, An Trede Arc'h).

Levezonet eo bet gant skrivagnerion alamanek evel Novalis, Thomas Mann, Annemarie Schwarzenbach (Suis) pe Stefan Zweig, Rainer Maria Rilke (Aostria-Hungaria), gallek/alamanek evel René Schickele eus Elzas, gant skrivagnerion c'hallek ivez evel Gérard de Nerval, Francis Jammes, Alain-Fournier, Julien Gracq, Jean-Marie Gustave Le Clézio, René-Guy Cadou, Zoé Oldenbourg, brezhonek evel Youenn Drezen, Jakez Riou, saoznek evel Francis Scott Fitzgerald, Carson Mc Cullers (Stadoù Unanet Amerika), Leonard Cohen (Kanada), James Joyce (Iwerzhon) pe Virginia Woolf (Bro-Saoz)(Daveoù a vank).

Un drilogiezh ezoterek en deus skrivet da gentañ, awenet gant ar mojennoù keltiek embannet tamm-ha-tamm e brezhoneg e-barzh Al Liamm ha NIDIAD :

  • 1. An Erbeder / Le Passeur des Mondes
  • 2. An Ti Achantet / La Demeure Enchantée
  • 3. Auberive

Gouestlet eo bet unan eus danevelloù " Auberive " (e-touez 7 all en holl), anvet Istor Ur bleinier Laz-Senin, da C'hustav Mahler, ha skrivet anezhi dindan stumm e gensonadeg niverenn 2 , Dasorc'hidigezh.

Heuliet eo bet da c'houde gant danevelloù all hag a ya d'ober Heuliad ar Sterenn :

  • 4. Tro-Vale e Bro ar Skeudoù (Deizlevr Yann Kervern I)
  • 5. Al Lizher (Deizlevr Yann Kervern II)
  • 6. Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus (Deizlevr Yann Kervern III)
  • 7. Mervel en Ermioni
  • 8. Noz Sezambr
  • 9. Levr Virjinia

Plijout a ra dezhañ doare-soñjal ha labour sonourezed Sinead O'Connor, Loreena McKennitt ha sonourien Alan Stivell, Dan Fogelberg(Daveoù a vank).

Soñjoù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' e c'heller anavezout e vennozhioù politikel en ur barzhoneg Ni-Hon-Unan e ditl (Al Liamm, niverenn 227, 1984) hag a ziskouez e c'hoant ma c'hallo Breizh gounit an emrenerezh evel Bro-Skos, Katalonia ha Kembre(Daveoù a vank).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]