Loreena McKennitt

Eus Wikipedia
Loreena McKennitt
Photo - Festival de Cornouaille 2012 - Loreena McKennitt en concert le 26 juillet - 015.jpg

Anv Loreena Isabel Irene McKennitt
Ganet 17 a viz c'hwevrer 1957
Micher(ioù) Sonerez, produiñ, kompozadur
Doare(où) Sonerezh keltiek, Sonerezh ar bed, Sonerezh New Age
Doare mouezh Soprano
Benveg(où) Mouezh, Piano, Telenn, Boest an diaoul
Label(ioù) Quinlan Road
Lec'hienn ofisiel [1]

Loreena Isabel Irene McKennitt, CM, OM, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1957 a zo ur ganerez, sonaozourez, telennourez ha sonerez piano kanadian, anavezet evit skrivañ hag enrollañ sonerezh ar bed gant sonerezh keltiek ha reter-nesañ. Anavezet eo ivez McKennitt evit he mouezh soprano[1].

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

McKennitt a zo ganet e Morden, Manitoba gant kerent eus Iwerzhon ha Bro-Skos, Jack ha Irene McKennitt (ur gwerzher chatal hag ur glañvdiourez). Deskiñ a ra da c'hoari piano ha heuil a ra kentelioù kanañ. E-kerzh ar bloavezhiù 1970, dizoloiñ a ro ar sonerezh keltiek ha dreist-holl kentañ embannadurioù Alan Stivell. Dre ar sonerezh e vo dizoloet ganti ar sevenadur keltiek. E 1974, en em gavout a ra er Winnipeg Folk Festival.

E 1981, mont a ra e Stratford (Ontario), lec'h ma kemer perzh evel kompozerez ha kanerez e gouel ar gêr, meur a vloavezhioù da heul. En em broduiñ a ra e meur a gouelioù folk (Vancouver, Winnipeg) hag ober a ra un droiad sonadegoù e Kannada a-bezh. Er memes amzer, ober a ra sonerezh daou film ha daou film-diell.

E 1985, krouiñ a ra Quinlan Road, un embregerzh produerezh evit merañ e red-micher ha embann e bladennoù. Ar memes bloavezh, embann a ra e albom kentañ, Elemental, diazezet war tonioù hengounel eus orin keltiek, lec'h ma vez asambles e vouezh ha son an telenn. An albom a zo gwerzhet da 100 000 skouerenn. E eil albom, To Drive the Cold Winter Away, e pevare pladenn, gwerzhet da 2 milion skouerenn. C'hoari a ra er Gouel etrevroadel Edimbourg. Mont a ra kuit d'ober un droiad gant Mike Oldfield, ha kemer a ra kentañ lodenn Tubular Bells II. The Mask and Mirror a zo un digoradur war bedoù all eus ar sonerezh hengounel, evit ar gomzoù, adkemer a ra tammoù eus William Shakespeare ha William Butler Yeats. The Book of Secrets (1997) a zo bet anavezet er bed a bez, dre m'eo bet skignet war ar radiooù The Mummer's Dance, adkempennet hag e stumm berr.

Ar bloaz a zeu, koll a ra e garedig, beuzet en ur gwallzarvoud bageal, gant daou dud all. Abaoe ar pennad-mañ, graet en deus un ehan gant e red-micher, nemet gant e bladenn live, enrollet er Sal Pleyel e Pariz hag er Massey Hall e Toronto hag ivez un nebeut kenlabourerzh. Ar 4 aviz eost 2005, kemer a ra perzh e festival folk Edmonton lec'h ma gan, e touesk reoù all, daou ganaouenn eus e albom a zeu (a zeuio maez e 2006). Krouiñ a ra ar Cook-Rees Foundation (saveteerezh ha surentezh war vag) evit memor e vignoned beuzet hag un tamm eus ar pezh a gonezo evit e albom a vo lakaet er savidigezh-mañ. Diwezatorc'h, kemer a ra perzh d'un doare arc'hantel e Arc'hant ar Sikour Kevredigezh ar Greskenn turk hag ar Groaz Ruz heleneg. Tostorc'h diouti, bez en deus e 2002ur skol kozh e Straford e Ontarioa oa tost da vezañ distrujet ha treuzfurm a ra anezhi o krouiñ ar Falstaff Family Center e Statford. E-pad an amzer-se, Loreena McKennitt a veaj e Bro-C'hres, Turkia ha memez Mongolia evit kavout awen evit e albom a zeu.

E miz C'hwervrer 2006, Loreena McKennitt a eu er Real World Studio (Breizh-Veur) evit enrollañ un albom nevez, deuet er maez an 20 a viz Du 2006 dindan an anv An Ancient Muse. E miz Gwenogolo ar memes vloaz he deus enrollet ur sonadeg e Alhambra Granada e bro-spagn filmet evit un diell film a vo skignet er skinwel e Amerika an Norzh. E 2007, kregiñ a a ra un droiad etrevroadel e Europa hag Amerika an Norzh, gant e musisianed. Bez ez eus Caroline Lavelle er violoñsel, Hugh Marsh er violoñs, Donald Quan en touchennaoueg, tabla, hag alto, Rick Lazar er binviji skeiñ, Nigel Eaton gant ar biell(eilec'hiet gant Ben Grossman goude ar sonadegoù en Alhambra) pe c'hoazh Brian Hughes er gitar ha binviji kerdin all (oud, celtic bouzouki) hag evit ar wech kentañ, ur soner batri, Tal Bergman, dre ma vez muioc'h a batri war An Ancient Muse.

An 21 a viz Eost 2007, deuet eo er-maez e DVD Nights from the Alhambra gant e daou sonadeg an 13 ha 14 a viz Gwengolo 2006, filmet e palez Charles Quint e Alhambra Granada.

E 2008, kregiñ a ra un droiad nevez e Europa hag Amerika an Norzh. E bro Frañs, sonadegoù a zo lakaet e-pad, Gouel Etrekeltiek an Oriant ha Gouel Bro Gerne e Kemper, da skouer.

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E touesk 9 albom e katalog (7 albom studio mui Live in Paris and Toronto ha Nights from the Alhambra, 13 milion pladenn a zo bet gwerzhet er bed).

Albomigoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

¹ Pladenn n'emañ ket war ar marc'had.

Singles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

DVDoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gopradennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Loreena McKennitt.