Emvod ar Gelted en Oriant
Neuz
(Adkaset eus Gouel Etrekeltiek an Oriant)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emvod ar Gelted en Oriant
Deiziad krouiñ | 1970 |
---|---|
Anv berr | FIL |
Prezidant | Jean-Paul Kihl |
Merour/rener | Jean-Philippe Mauras |
Stad | Frañs |
E tiriad | An Oriant |
Daveennoù douaroniel | 47°44′44″N 3°21′41″W |
Tachenn | sonerezh keltiek |
Lec'hienn ofisiel | http://www.festival-interceltique.bzh |
Hashtag | interceltique |
Miz ar bloaz | Eost |
Emvod ar Gelted en Oriant[1], pe Festival Interceltique de Lorient e galleg, berraet e FIL, zo ur sizhunvezh festoù gant sonerezh ha dañs dreist-holl, da hanter Eost, hag a vez aozet e kêr an Oriant abaoe 1971. Bodet e vez bagadoù ha lazoù eus an holl vroioù keltiek, eus Galiza hag Asturiez, hag a-wechoù e vez pedet arzourien eus Aostralia, Kanada, Louiziana... ouzhpenn.
Anv brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emvod ar Gelted eo an anv brezhonek hervez an aozadur, hag Emvod ar Gelted en Oriant evit an devezhioù gouel, met gallout a reer klevet ha lenn meur a anvadur all, en o zouez Gouelioù Etrekeltiek an Oriant hag a seblant bezañ an hini ledetañ.
2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Savet droug e gwiniegourien Bro-Naoned abalamour n'eo ket muskadig a vo kavet e tavarn ar festival met gwin gwenn eus Bourdel.
Pedet e oa bet Luz Casal, met n'hallo ket dont.
- 800 000 den a vije bet hervez ar rener, a lenner e ouest-France ar 16 a viz Eost 2010.
2012
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aozet e vo ur genstrivadeg danevelloù gant ar FIL[2] . E galleg hepken avat, daoust ma'z eo bet sinet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gantañ .
- War ar seblant e vefe bet un tamm nebeutoc'h a dud en Oriant, e-pad ar festival etrekeltiek, pe e vefe da geñver an Nozvezhioù etrekeltiek pe vefe e straedoù kêr. — (Gouel etrekeltiek : Lidet eo bet Bro-Akadia, Ya!, niv. 375, Gwener 17 a viz Eost 2012, p. 1.)
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1981, oadet a 24 vloaz, e oa bet difennet groñs da Yann-Fañch Kemener kanañ en Emvod ar Gelted en Oriant dre ma oa eñ heñvelrevad. Padet e oa 7 vloaz an difenn tremen.[3]
Luc'hskeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Dañsoù
-
E 2007 : e pabell Bro-Skos
-
Er geriadenn Etrekeltiek (2007)
-
Fest-noz er sal Carnot (2010)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel, doare brezhonek (diglok)
- Pennad an Télégramme e 2010 diwar-benn plas ar brezhoneg er gouel
- Kemennadenn Ofis ar Brezhoneg e 2008 diwar-benn ar brezhoneg er gouel
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anv brezhoneg hervez an aozadur, gwelet al lec'hienn ofisiel [1].
- ↑ https://web.archive.org/web/20120810133743/http://www.concoursaufildespages.com/le-reglement.cfm
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/rennes-hommage-emouvant-yann-fanch-kemener-6368296