Kaozeal:Emvod ar Gelted en Oriant

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gomprenan ket kaer un darn eus an traoù bet nevez-degaset gant Bianchi Bihan er pennad-mañ:

  • Cheñch an titl ha lakaat unan gallek daoust d'an anvadur brezhonek bezañ implijet war o lec'hienn ofisiel [1]
  • Al lec'hienn roet end-eeun. An hini a gaver er pennad (ha lakaet da vezañ "galleg, saozneg, spagnoleg, ha gant tammoù traoù e brezhoneg") ne gaver nemet un doare gallek ha brezhonek (diglok hemañ, re wir).
  • War plas ar yezh en devezhioù-se, gwelet ivez [2].--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 08:56 (UTC)[respont]
Adsevel a ri ar pennad neuze gant an holl elfennoù-se. Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 09:04 (UTC)[respont]
Marteze ne lennomp ket ar memes traoù : el lec'hienn ofisiel eo splann an anv ofisiel gallek: [3], goude e kaver meur a anv brezhonek disheñvel (gallout a reer o renabliñ: FEaO, Gouel an Oriant ), din-me eo ur brouenn n'eus anv ofisiel ebet e brezhoneg.

Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 10:30 (UTC)[respont]

Me ne'm eus ket nemet se d'ober. An amzer a c'hallan gouestlañ da Wikipedia n'eo ket ken bras-se. Met kavout a ran souezhus e vefe divadezet evel-se titl ur pennad a vez graet gantañ gant an aozadur end-eeun (gwelet ar bajenn roet gant BB e-unan): Ar gevredigezh: Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Emvod ar Gelted, dezhi da bal : aoziñ bep blez Emvod ar Gelted en Oriant, hag ober àr-dro ar sevenadur a-hed ar blez, ha pa ra an holl yezhoù all gant ur stumm troet (da skouer e kembraeg Gŵyl_Ryng-Geltaidd_An_Oriant [4]), hag evel ma reomp-ni gant Tro Bro-C'hall evit Le Tour de France.--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 12:00 (UTC)[respont]
Hervez ar pennad kembraek eo Gouelioù Etrekeltiek An Oriant an anv brezhonek. Pelec'h e vez implijet an anv-se a-hend-all, ne welan ket. Neuze ne oa ketur skouer vat da venegiñ. Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 18:00 (UTC)[respont]
Pa glasker un tamm e weler e oa bet gant Emvod ar Gelted meur a wech war Wikipedia brezhonek (er pajennoù diwar-benn ar bagadoù da skouer).--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 18:55 (UTC)[respont]
Emvod ar Gelted n'eo ket tre ar memes anv. Daoust hag implijet eo el lec'hienn ofisiel, se n'eo ket anat. Peseurt pajenn, peseurt linenn? Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 18:59 (UTC)[respont]
Trawalc'h eo lenn ar bajennad roet da zave er pennad. Ha ganit-te da-unan eo bet diskoachet ar bajenn-se. Ha roet e oa bet ganin amañ uheloc'hik. Koll amzer evit "spazhañ laou" a zo torr-penn din-me.--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 19:09 (UTC)[respont]
Spazhañ laou eo goulenn arguzennoù? Unan a zaou:
  • pe e vez graet gant an anv ofisiel er wikipedia, an anv a zo e krec'h ar bajenn, hag a zo e galleg,
  • pe gant unan eus an anvioù brezhonek a zo er pennad a zo dindan an anv gallek-se, da zibab zo neuze etre
  • FEaO
  • Ar festival
  • Gouel an Oriant
  • Emvod ar Gelted,
  • Emvod ar Gelted en Oriant.
(Laosket e vo a-gostez an anv brezhonek meneget er wikipedia kembraek, goude ma n'eo ket an hini fallañ, met ne seblant ket anavezet en tu-mañ da Mor Breizh. )
Karout a rafen gouzout hag unan anezho zo ofisiel, netra ken, ha pelec'h eo meneget splann. N'eo ket er bajenn-se bepred. Bianchi-Bihan 16 Eos 2010 da 19:27 (UTC)[respont]
«Laosket e vo a-gostez an anv brezhonek meneget er wikipedia kembraek, goude ma n'eo ket an hini fallañ, met ne seblant ketanavezet en tu-maén da Mor Breizh. )» Kentañ keloù. Gwelet [5].--Trec'hlid mitonet 16 Eos 2010 da 20:02 (UTC)[respont]
War a seblant e sav pep hini e droidigezh eta, gant an dizofisiel ma'z eo an anv pseudo-ofisiel. Emvod ar Gelted , sed un anv a laka lod da c'hoarzhin. Diwar-goust piv? Bianchi-Bihan 24 Eos 2010 da 17:50 (UTC)[respont]