Vancouver
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gant ar ger Vancouver e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Vancouver (disheñvelout).
Diwar-benn kêr Vancouver eo ar pennad-mañ. Evit an enezenn, sellit ouzh Enez Vancouver
- Vancouver zo ur gêr vras e kornôg Kanada.
Kêr vrasañ proviñs British Columbia eo Vancouver, war aod kornôk Kanada. Savet e voe ur gêr vihan anvet "Gastown" eno e 1862, gant trevadennerien. Adanvet e voe "Vancouver" e 1886 diwar anv ar moraer George Vancouver (1757-1798).
Bremañ ez eus un hanter vilion a dud o chom e kêr ha war-dro daou vilion en tolpad-kêrioù (Vancouver Vras). Emañ an hanter eus annezidi British Columbia o vevañ eno, abalamour m'en em astenn ar Menezioù Roc'hellek, didud a-walc'h, war an darn vrasañ eus ar broviñs.
E Vancouver e oa bet dalc'het ar C'hoarioù Olimpek goañv e 2010.