Alhambra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar gwel war an Alhambra
Diabarzh ar palez, livet gant Adolf Seel.

An Alhambra (diwar an arabeg الحمراء, Al-Ḥamrā « an hini ruz ») a reer eus un hollad savadurioù a oa lec’h annez rouaned Emirelezh Granada. Emañ an hollad savadurioù-se war un dorgenn dreist kreiz kêr e Granada, en Andalouzia, e Spagn.

Dont a ra anv Alhambra eus liv ruz an douar hag ar mogerioù, ha pa vefent bet livet gant gwenn-raz en deroù. E-pad ar brezelioù etre muzulmaned ha kristenien, hag a oa o klask adaloubiñ Al-Andalus e deroù an XIIIvet kantved, en em dennas Mohammed ibn Nasr pe Mohammed ibn al-Ahmar, diazezer tierniezh an Nazaried, e Granada, ha kregiñ da sevel an Alhambra evel m’emañ bemañ.

Kreskiñ a reas ar palez kentañ a-hed an amzer, dindan ren ar rouaned Yusuf Iañ, Muhammad V, Ismail Iañ... E 1492 e rankas ar roue diwezhañ, Muhammad XII, anavezetoc’h evel "Boabdil", kodianañ gant ar Rouaned katolik, Fernando II Aragon hag Izabel Iañ Kastilha. Diwar neuze e voe perc’hennet an Alhambra gant rouaned Spagn. Diwezhatoc’h e voe lakaet sevel gant Carlos Iañ Spagn, impalaer an Impalaeriezh Santel dindan an anv Karl V (1516 - 1556), ur palez bras e giz an Azginivelezh e-kreiz an Alambra.

Lakaet eo bet an Alhambra, asambles gant palez nes ar Generalife ha karter Albaicín e Granada ivez, war roll lec’hiennoù ar Glad bedel gant an UNESCO.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.