Mont d’an endalc’had

René Guy Cadou

Eus Wikipedia
(Adkaset eus René-Guy Cadou)

René Guy Cadou a zo ur barzh gallek breizhat eus an XXvet kantved. Ganet e oa bet e Santez-Rouanez-Breizh d'ar 15 a viz C'hwevrer 1920 ha mervel a reas e Lufer d'an 20 a viz Meurzh 1951.

E dud a oa Georges Cadou (1884-1940) hag Anna Benoiston (1889-1932). Bet o doa bet ur bugel kentañ e Penc'herieg, anvet Guy, hag a varvas abred-kenañ. O eil mab a oa anvet "René Guy" hervez ar c'hustum. Ar familh Benoiston a oa genidik eus Sant-Nazer. Ar familh Cadou a zeue eus su Bro-Naoned ha bevañ a raent e Pentelloù.

Skrivet en deus René Guy Cadou kalz barzhonegoù, en o zouez La Maison d'été embannet e 1955. Mestr-skol eo bet e meur a gumun eus Liger-Atlantel e-pad e vuhez. Hélène Cadou a oa e wreg ha skrivet en deus un dastumad barzhonegoù diwar he fenn : Hélène ou le Règne Végétal (embannet e 1951). Ezel e oa eus Skol Rochefort, ur strollad barzhed krouet e-pad renad ar Stad C'hall (Vichy). Aet e oa e darempred ivez gant barzhed all evel Max Jacob hag André Breton.

Ur greizenn René Guy Cadou a zo e Naoned hiziv an deiz, brudañ e oberenn ar pal anezhi.

Kavet 'vez skolioù kentañ derez anvet René Guy Cadou e Sant-Ervlan (Liger-Atlantel) hag e Tintenieg (Il-ha-Gwilen). Bez' ez eus ur skolaj René Guy Cadou en Ankiniz, Mouster-al-Loc'h, ha Sant-Brewenn (Liger-Atlantel). Roet eo bet ivez anv ar barzh d'ur skol kentañ derez e Kerverner-Raez.

E Gorre-Goulen, e-kichen Naoned, emañ ar vediaoueg a zoug e anv.

Beziet eo e Bered La Bouteillerie e Naoned.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]