Mont d’an endalc’had

Bered La Bouteillerie

Eus Wikipedia
Bered La Bouteillerie
bered
Deiziad krouiñ1774 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadNaoned Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°13′24″N 1°32′21″W Kemmañ
Staget ouzhrue Gambetta, Q124071672, rue Frédéric-Cailliaud Kemmañ
Map

Bered La Bouteillerie zo ur vered e Naoned, e karter Malakoff-Sant-Donasian. Digor eo abaoe 1774.

E 700 metr er Reter d'an Iliz-veur emañ. Daou vont tre a zo, an hini pennañ er Gwalarn, plasenn ar Vedalhenn-Vilourel, egile er Biz, straed Gambetta. Hirgarrezek eo ar vered, tro 400 metr a hirder ha 170 metr a ledander dezhi. C'hwec'h hektar zo dezhi.

Ar gorre-douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur studiadenn douarouriel renet kent prenañ tachennoù e 1929 eo graet ar gorre-douar gant dichaladurioù al Liger graet gant pri traezh ha gweleadoù traezhioù, grouan ha kailh ruilhet[1].

Anv al lec'h a ra dave d'ar pezh a veze graet eno pa oa perc'henn esbibien Naoned. Gwini ha gwinlec'hioù en doa ar prelad, ha boutailhet e veze ar gwin eno, alese an anv « La Bouteillerie ». Gwerzhet e voe an dachenn gant an eskob Daniel Vigier e 1320, perc'hennet e voe gant famillh ar varkizez Sevigneg e 1523, gant Christophe Vavasseur e 1554, ha diwezatoc'h gant ar familh de Coutances. Akuizitet e voe gant ar Chartouzed en XVIIvet kantved.

Reolennet e voe an douaridigezhioù e diabarzh an ilizoù gant un disklêriadur ar roue eus an 10 a viz Meurzh 1776, miret adalek bremañ evit ar vrienteged hepken. Daou vloaz a-raok avat[2] e oa bet prenet La Bouteillerie gant kêr Naoned[3] evit ober o bered boutin da barrezioù Sant-Klemañs, Santez-Kroaz, Sant-Denez, Sant-Laorañs, Sant-Leonard, Santez-Radegunde, Sant-Visant hag iliz-chabistr Itron-Varia[4]. Benniget e voe d'ar 25 viz Here 1774 hag an douaridigezh gentañ a voe hini René Jannequin, tro trizek bloaz anezhañ, hag an eil hon eus miret roudoù anezhi eo hini Guillaume Grou, parlamantour naonedat. Hervez e lavaroù diwezhañ e felle dezhañ bezañ douaret en iliz Sant-Klemañs, met ar reolennoù nevez a gontrolias e vennozh[5].

E-tal iliz Sant-Klemañs e oa ur vered hag a save d'ar XVvet kantved da nebeutañ, evit familhoù katolik ar barrez. Aze e oa bet savet un orator (chapel ar Champ-Fleuri). Dilezet e voe ar vered hag ar chapel pa voe krouet bered La Bouteillerie[6], lec'h ma voe treuzkaset porrastell bered Champ-Fleuri. Toget e oa gant un delwenn e maen eus ul lestr : ur vrigantinenn[7]. Tennañ a ra ar vered he anv orin ar Grand brigandin diouti. Aet eo ar porrastell da get, hag amsavet eo bet an anv gant « La Bouteillerie »[4].

Brasadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur sell eus Tour Breizh.

P'eo diogelet gant ur studiadenn e 1809 eo bras awalac'h an 10 500 m2 goloet gant ar vered evit ezhommoù an teir parrez a implij anezhi, n'eo ket mui an traoù evel se e 1832 peogwir eo stadet gant at ti-kêr e vank plas ingal ha ret eo treiñ logelloù douar ma 'z eus korfoù n'o deus ket bet amzer da beurvreinañ c'hoazh[8]. En ur eskemm tachennoù e kresk an ti-kêr gorread ar Bouteillerie eus 65 ar[9]. E 1890 eo brasaet c'hoazh eus 15 000 m2 gant ar maer Ernest Guibourd de Luzinais, ar brasaat diwezhañ hervezañ rak trawalc'h « evit al lodenn-mañ eus ar gêr ». Koulskoude eo ouzhpennet 6 700 m2 e 1898 evit bezañ gouest « en amzer dazont da vrasaat ar vered »[10].

Karrez milourel ar Bouteillerie.

An Istor a ra cheñch framm ar vered : digoret eo ur rann nevez d'an 30 Here 1914 gant ar melestradurezh evit douarañ ar soudarded marv abalamour d'ar Brezel-bed kentañ[11]. Evit gwir eo ret douarañ an holl a varv en ospitalioù milourel staliet e Naoned etre ar bloaz-se ha 1919. E 1918 eo gouestlet 2 500 m2 eus ar Bouteillerie da grouidigezh ur vered vilourel, lec'h m'eo lakaet 1 533 bez[10]. Nemet 560 a zo skrivet warno « Marv evit Frañs », hag un digoll zo roet gant ar Stad evit 620 bez[12]. Er garrez-mañ emañ douaret 1 781 soudard breizhat, saoz, belgiat, rusian, polonat, alaman ha gall e deroù an XXIvet kantved, hag ivez soudarded deuet eus trevadennoù Bro-C'hall (Aljerianed, Senegaliz, pe re all gant anvioù a son aziat)[13]. Evit kempouezañ an egor implijet eo prenet gant an ti-kêr 7 739 m2 a dachennoù amezek, ul lodenn anezho gouestlet d'ar vered hag he deus bremañ ur gorread tro 6 hektar[1]. E 2008, e-keñver 90 bloaz arsav-brezel 1918 eo kempennet ar c'harrez milourel gant dek den e framm ur chanter kenemprañ[14].

Ar vag-dre-dan ar Saint-Philibert, o vont eus enez Nervouster d'an douar bras, a ra peñse e 1931, ha tost 500 den a zo beuzet. O welout n'en deus ket 54 c'horf kavet o familh pe kerent eo divizet gant kêr Naoned reiñ obidoù dezho ha douarañ anezho e bered La Bouteillerie. Treuzkaset int e Bered Sant-Jakez en nebeut bloavezhioù goude[15].

Tud brudet douaret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un hentad gweladenniñ a zo kinniget er mont tre evit dizoleiñ an dud vrudet douaret er vered.[16]

Delwennouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1839 e roas Charles-Mathurin d'Haveloose, marc'hadour naonedat ganet e Añje, ur sammad bras a arc'hant da gêr Naoned. Evit enoriñ e vemor e voe savet ur monumant gant savour ar gêr Henri-Théodore Driollet, ar stelenn Haveloose, skrivet warni : À Haveloose, le bienfaiteur des pauvres, la bienfaisance et la charité rendent hommage. E-kichen ar porzhierezh emañ an oberenn-se.

A-gleiz d'ar mont tre istorel emañ un izelvos anvet War-zu an didermen, oberenn gant Blanche Moria staliet eno abaoe 1928.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]