Mont d’an endalc’had

Thorn (lizherenn)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Þ)
Þþ

Thorn a zo anv ul lizherenn latin ispisial skrivet Þ, þ bet implijet gwechall evit skrivañ an hensaozneg ha hiziv c'hoazh an islandeg evit ober diouzh ar son [θ].

Diorroet e oa bet, evel ƿ, diwar stumm ur run.

E saozneg e veze distaget [ð] ivez met e islandeg e vez implijet al lizherenn Ð, ð evit ober diouzh ar son mouezhiet-se.

Kavet e vez c'hoazh a-wechoù ur stumm heñvel ouzh an y ha droukkemmesket gantañ evit lakaat anv ur stal da hañvalat bezañ kozh, dreist-holl e lec'hioù touristel e Bro-Saoz.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.