Mont d’an endalc’had

Kensonenn rakfriet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rakfriadur)
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn rakfriet pe stankenn rakfriet (saoz.: prenasalized consonant pe prenasalised stop) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un heuliad kensonennel ennañ ur gensonenn fri mui ur stankenn hag a dalvez da sonenn unvan kentoc'h evit div sonenn renk-ouzh-renk e-keñver framm fonologel ur yezh bennak.

E fidjieg, da skouer, n'hall e rank bezañ dielfennet an heuliadoù [mb, nd, ŋɡ] evel fonemennoù unvan kentoc'h evit ur gensonenn dre fri mui ur gensonenn dre serriñ rak n'eus er yezh-se stankenn mouezhiet ebet.

Alies, daoust ha ma n'eo ket dre ret atav, e vez gant an div elfenn kensonennel an hevelep lec'h distagañ, da skouer:

Diweuz: [mb]
Dent: [nd]
Gouel: [ŋɡ]

Kavet e vez stank kensonennoù rakfriet er yezhoù bantouek hag ivez e meur a familh yezhoù all dre Afrika a-bezh hag e lec'hioù all dre ar bed, da skouer e meur a yezh komzet en Aostralia hag e sinhaleg hag e diveheg.


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]