Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Makron

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2017 da 09:40 (UTC)[respont]

  1. Ya, ur ger kamm goveliet war ar prim eo *sirinks : diwar an distagadur saoznek /ˈsɪrɪŋks/ eo bet savet, n'eo ket diwar an hini gresianek Σύριγξ surigks.
  2. Truchañ a rit aze, pa ra Ménard dave da lod izelañ garloc'henn al laboused (larynx/syrinx), n'eo ket d'ar fleüt. Kamm e chom ar ger evelato. Ne c'haller ket, pa vezer onest, lakaat Zool. *sirinks (hag a zo e DFBMM) da vout kevatal da Mus. *sirinks (ha n'emañ ket e DFBMM), zoken pa hañval Mus. bout deveret diouzh Zool. e galleg ; Fleüt Pan eo anv gwirion ar pennad *Sirinks
  3. Nann, *makron n'eo ket kamm, met goveliet eo bet war ar prim, /k/ o vout ur brezhonekadur eus ar /c/ latin, betek ma vo bet kavet ur skouer moullet kent an 10/06/2006. Petra e oa politikerezh ar Wikipedia brezhonek a-fed treuzskrivadur d'an 10/06/2006, an deiz ma voulc'has Neal ar pennad ? Me ne oan ket erru, met c'hwi a oa dija o kas ar c'hann. A hent all, n'emañ ket ar ger macron em geriadurioù gallek ; em re saoznek emañ. N'emañ ket em levrioù-studi al lizherennerezh : accent plat eo ar ger enno evit an adarouezenn-se. Ha Wikipedia e vije bet an dave d'ar Wikipedia brezhonek ?
  4. Ne vo ket eus "polis ar brezhoneg" keit ha ma vo tud o virout ouzhoc'h a ober evel pa vefe unan – renet ganeoc'h, evel-just, ha gant ho lezennoù kamm-c'hwi.

Lagad Zoltec (kaozeal) 11 Gwe 2017 da 19:22 (UTC)[respont]

Krakdisplegadennoù kamm-broud (n'emañ ket ar ger macron em geriadurioù gallek!), ha kunujennoù boas gant ar poliser tort da echuiñ.
Ar gerioù n'int ket savet gantañ ne gav ket anezho mat? Gwell a se, kendalc'homp.
Nihil novi sub sole. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2017 da 21:32 (UTC)[respont]