Mont d’an endalc’had

Tōten Miyazaki

Eus Wikipedia
Miyazaki Toten
Sun Yat-sen gant e gamaraded eus Japan

Tōten Miyazaki (japaneg : 宮崎 滔天 Miyazaki Tōten), anvet Torazō Miyazaki ivez, bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1871 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1922, a oa ur prederour japanat a sikouras hag a harpas Sun Yat-sen e-pad Reveulzi Xinhai. Pa oa Sun o kuzhat e Japan e sikouras anezhañ evit e veajoù pa oa klask warnañ gant an nerzhioù Qing.

Eñ eo a roas al lesanv Nakayama Shō (中山樵) da Sun.

Tōten Miyazaki en devoa enrollet e anv evel Nakayama (中山) el leti Crane Hotel (對鶴館) ; an anv-se a oa bet sinaet dre ar stumm Sun Zhongshan (孫中山). Heñvel e oa mennozhioù Myazaki ouzh re Sun, siwazh dezho o yezhoù disheñvel a lakae bec'h war o eskemmoù. Evit tremen dreist ar skoilh-se ez implijent ar yezh skrivet sinaek klasel skrivet war baper evit eskemm.

D'ar 7 a viz Gwengolo 1900, kentañ beaj Sun er-maez eus Sina a oa bet evit mont da Singapour da saveteiñ e gamalad Miyazaki Toten hag a oa bet toullbac'het eno. Toullbac'het e voe Sun ivez, skarzhet eus ar vro ha berzet outañ distreiñ e-pad pemp bloaz.

E mirdi broadel Istor modern Nanjing ez eus un delwenn arem eus pep Miyazaki ha Sun stok-ha-stok.