Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Sal Kuzul ar Surentez en ABU

Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet eo organ seveniñ Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU). En e garg emañ «atebegezh pennañ mirout ar peoc'h hag ar surentez etrebroadel» hervez Karta ar Broadoù Unanet, hag evit se en deus galloudoù dezhañ e-unan evel kastizoù etrebroadel pe ober brezel. Divizoù 'zo anvet "ratozhiad" a vez ret doujañ dezho ha lakaat anezho da dalvezout.

15 riez a ya d'ober ar C'huzul Surentez: 5 riez pad (anvet "izili hollbadus"), dezho ur gwir veto (Republik Frañs, Rouantelezh-Unanet, Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Stadoù-Unanet Amerika) ha 10 riez dibad dilennet evit 2 vloaz (cheñchet evit hanter bep bloaz), eus rannoù bras ar bed (Afrika, Amerika Latin...). Emañ sez ar C'huzul e sez ar Broadoù Unanet, e New York. Izili ar 15 bro-se a rank bezañ war al lec'h bepred, pa'z eo un aozadur pad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.