Krennlavar
Ur c'hrennlavar pe ur proverb (deuet eus ar latin proverbium) zo ur frazenn berr ha lemm, bet lâret hag adlâret a-hed an amzerioù gant tud ur gumuniezh, enni ur gentel, ur wirionez, un tamm skiant-prenañ (pe meur a hini, pa vez kavet unan hag a zislâr egile). Krennlavaroù[1] pe krennlavarioù[2],[3], a vez laret el liester.
Ur c'hrennlavar gant ur reolenn-bevañ diazez ennañ, zo ur sturienn pe ur ger-stur. Ur frazenn stummet evel ur c’hrennlavar ivez, mes gant ur stil kaer, pe savet gant ur skrivagner pe ur prederour, zo ur pennlavar. Tost d'ar c’hrennlavar e kaver c'hoazh al lavarioù, laoskoc'h ar furnez ennañ, hag a denn kentoc'h d'an amzer a raio, d'ar micherioù, d'ar broioù, d'al loened.
Kavet e vez krennlavaroù hañval e-barzh sevenadurioù stok-ha-stok ha meur a wech e-barzh sevenadurioù pell an eil diouzh egile. Da skouer ar c’hrennlavar spagnolek "Gato escaldado del agua fría huye", a zo kar-tost d'an hini gallek "Chat échaudé craint l'eau froide", a zo kar a bell d'an hini brezhonek "Kazh skaotet en devez aon rak dour bervet".
Paremiologiezh ha krennlavaroniezh eo an anvioù a vez roet da studi ar c'hrennlavarioù.
Krennlavaroù eus ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un dastumad krennlavarioù brezhonek enlinenn
- (br) Brezhoneg Bro-Vear / Troioù-lavar, krennlavarioù, rimastelloù ha fentigelloù
- (fr) Krennlavaroù eus an holl vroioù diwar ar relijion
- (fr) Petra eo ar c’hrennlavaroù?
- (fr) Krennlavaroù sinat
- (fr) Dicocitations.com (Krennlavaroù eus broioù disheñvel)
- (fr) Ur roll mat krennlavaroù gallek displeget
- (en) Proverbs of World
- (cy) Kennlavaroù kembraek
- (cy) Diarhebion Cymraeg
- (it) Dislavar er c'hrennlavaroù
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Evel e titl an dastumad: Lavaroù ha Krennlavaroù brezhonek, embannet gant Sav-Heol.
- ↑ PROVERBE krenn-lavar m. pl. iou (Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 601a).
- ↑ Evel en dastumad Kergoat, Lukian, Proverbes bretons / Krennlavariou brezhonek, Spézet, Editions Coop Breizh, 1996.