Orleañs Nevez
Orleañs Nevez (New Orleans e saozneg ha La Nouvelle-Orléans e galleg) eo brasañ kêr Louiziana, e kreisteiz SUA, war lez ar stêr Mississippi. E gevred Louiziana emañ, war glannoù al lenn Pontchartrain. 390 144 annezad zo bet brasjedet e 2019. Ur porzh hag ur greizenn armerzhel bras eo.
Dont a ra hec'h anv eus hini Fulup II Orleañs, rejant Loeiz XV a Vro-C'hall en XVIIIvet kantved. Unan eus koshañ kêrioù SUA eo. E 1840 e oa trede brasañ kêr ar vro. Anavezet eo Orleañs Nevez abalamour d'he gwrizioù liessevenadurel, d'he sonerezh ha d'he c'heginerezh. Eno eo ganet ar jazz. Brasañ ha brudetañ festival ar gêr eo Meurlarjez.
Tud brudet ganet e Orleañs Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sonerien ha kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Louis Armstrong (1901-1971) soner jazz
- Sidney Bechet (1897-1959) soner jazz
- Terence Blanchard (1962- ) soner jazz
- Buddy Bolden (1870-1931) soner jazz
- Roy Brown (1925-1981) kaner blues
- Fats Domino (1928- ) kaner rythm and blues
- Champion Jack Dupree (1910-1992) bluesman
- Snooks Eaglin (1936- ) bluesman
- Stuart Hamm (1960- ), soner gitar-boud
- Mahalia Jackson (1911-1972) kanerez negro spiritual ha gospel
- Dr. John (1940- ), soner
- Lonnie Johnson (1894-1970) bluesman
- Branford Marsalis (1960- ) soner jazz
- Wynton Marsalis (1961- ) soner jazz ha breur an hini a-raok
Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Poppy Z. Brite (1967- ) skrivagnerez
- Truman Capote (1924-1984) skrivagner
- Harry Connick Jr. (1967- ) soner hag aktour
- Clyde Drexler (1962- ) c'hoarier basket-ball
- Marshall Faulk (1973- ) c'hoarier football amerikan
- Jeffrey Hunter (1926-1969) aktour
- Peyton (1976- ) hag Eli Manning (1981-), c'hoarerien football amerikan
- John Allen Muhammad (1960- ) torfedour
- Ray Nagin (1956- ) maer Orleans-Nevez
- Lee Harvey Oswald (1917-1963) torfedour
- Pauley Perrette (1969- ) aktourez
- Anne Rice (1941- ) skrivagnerez
- John Kennedy Toole (1937-1969) skrivagner
- Carl Weathers (1947- ) c'hoarier football amerikan hag aktour
- Stanley Williams (1953-2005) torfedour, diazezer ar re Crips
- Reese Witherspoon (1976- ) aktourez
- Paul Charles Morphy, meurc'hoarier echedoù
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Antoine Rigau (1758-1820) jeneral impalaeriezh Napoleone Buonaparte
Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trizek kêr zo gevellet gant New Orleans (2022).