Henry Morgan
| Rann eus | Morlaeron ar Mor Karib |
|---|---|
| Reizh pe jener | paotr |
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
| Lealded | Rouantelezh Saoz |
| Anv e yezh-vamm an den | Henry Morgan |
| Anv-familh | Morgan |
| Deiziad ganedigezh | 24 Gen 1631 |
| Lec'h ganedigezh | Llanrhymni |
| Deiziad ar marv | 25 Eos 1688 |
| Lec'h ar marv | Port Maria La luz |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | rhinitis, liver cirrhosis |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | Flibister, morlaer, slave trader, Brezel kourserezh, politiker |
| Karg | Lieutenant Governor of Jamaica, Lieutenant Governor of Jamaica, Lieutenant Governor of Jamaica |
| Lec'h labour | Mor Karib |
| Deroù ar prantad labour | 1635 |
| Dibenn ar prantad labour | 1688 |
| Grad milourel | amiral |
| Commander of (DEPRECATED) | Jamaica Station, Battle of Mata Asnillos |
| Prizioù resevet | Knight Bachelor |

Henry Morgan, pe Sir Henry Morgan e saozneg, pe Harri Morgan e kembraeg (war-dro 1635 – 1688) a oa ur morlaer kembreat deuet da vout amiral saoz ha gouarnour Jamaika.
Preizhata a reas madoù ar Spagnoled er Mor Karib ken e teuas da vezañ pinvidik evel ar mor. E 1671 e preizhas hag e tangwallas kêr Panamá – an eil brasañ kêr er Bed Nevez spagnat d'ar mare-se.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henry Morgan a oa mab henañ Robert Morgan, kouer e Llanrhymny, 3 c'hardlev eus Tredegar war lez ar Stêr Rhymni e Kembre. Kuitaat a reas ar gêr da vont da redek mor. En em glevout a reas gant preizherien evel Christopher Myngs pe an Izelvroad Eduard Mansvelt ha kenlabourat ganto.
Preizhadeg Puerto Príncipe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 29 a viz Meurzh 1668 e tilestras martoloded al listri en Puerto Príncipe, met ne voe ket un arsailh dic'hortoz evel ma oa bet raktreset, rak keloù a zegouezhas er c'hêrioù amezek ma c'hallas an dud enne kemer an armoù.
En Puerto Príncipe e voe kraouiet kêriz en ilizoù hag aterset e voe lod dre heg evit kemer o aour. Implijet e voe doareoù kriz ar boukaner Jean-David Nau, anavezet evel "l'Olonois", ha laosket ar brizonidi da vervel gant an naon evit gouzout diganto pelec'h edo an teñzorioù kuzhet ganto[1].
Preizhadeg Panama
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lucena Salmora, Manuel, op. cit., pp. 190-191.
