Kaoteriad
Neuz
Ar gaoteriad (diwar ar ger kaoter) zo ur seurt keusteurenn, a gaver e Su Breizh, gant pesked ha kranked a bep seurt, legumaj (ognon, karotez, kignon) ha temzoù. "Brittany Fish Stew" a vez graet eus ar meuz-se gant ar saoznegerien. Damheñvel ouzh zarzuela ar Broioù Katalan eo.
Gwin gwenn sec'h a ya mat ganti, evel ar Muskadig ha Gros-plant a vro Naoned.
Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoteriad zo anv un dastumad danevelloù brezhonek.