Spis (temz)
| Iskevrennad eus | Temz-boued |
|---|---|
| Implij | keginañ, seasoning, flavoring, food coloring, food preservation |
| Danvez implijet | aromatic plant |
Danvez tennet eus plant eo ar spisoù (pe ispisoù) a ro blaz ha c’hwezh d’ar boued, hag a aesa alies an treizhañ anezhañ. An holen n’eo ket ur spis eta pa n’eo ket tennet eus ar plant met eus ar c’hondon, ha pa vefe mesket alies gant ar spisoù o vezañ ma vez implijet evit temzañ ar boued. Ar spisoù a zo e-barzh familh an temzoù-boued.
Ouzhpenn o implij evit reiñ blaz d’ar meuzioù, an danvezioù struzhel implijet evel spisoù (had, frouezh, gwirizioù, rusk, bulb) a c’hell bezañ implijet war tachennoù all ivez : er vezegiezh, er porfumerezh, e lidoù relijiel, pe evel boued. Kemm a lakaer etre ar spisoù hag al louzoù fin, pa’z eus anv gant ar ger-mañ eus delioù plant implijet ent glas evit reiñ blaz d’ar boued, endra m’eo sec’h danvez ar spisoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ma vefe bet ijinet an doareoù zo bremañ da virout ar boued, e oa pouezus-kenañ ar spisoù evit kuzhat c’hwezh ar brein pe evit adreiñ blaz d’ar bouedoù aet divlaz goude bezañ miret ur pennad. Kenwerzh ar spisoù a oa pouezus en Henamzer hag er Grennamzer. Degaset e veze spisoù eus Azia d’ar broioù arab ha da Europa, dre Hent ar seiz. Ar c’hoant da dremen hep unwerzhouriezh ar broioù arab pe Venezia a lakaas Europiz da glask hentoù mor da vont betek broioù reter Azia, dre ar reter da gentañ ha dre ar c’hornôg goude-se. Ar c’henwerzh-se eo eta a voe unan eus abegoù beajoù moraerien eus Portugal evel Magellan pe Vasco da Gama. Ar c’hoant-se eo ivez a voe abeg deroù impalaeriezhioù Portugal pe an Izelvroioù e reter Azia. Lesanvet e voe an inizi Molukez "inizi ar spisoù". Kristol Goulm a glaskas distreiñ an dour diwar prad Portugaliz dre glask un hent davet Azia en ur vont war-zu ar c’hornôg hag en em gavas en Amerika pa gave dezhañ bezañ tizhet "Indez".
Un nebeud spisoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur stal temzoù e Maroko
- Temzoù da werzhañ e Japan.
Rummatadur etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn keñveriañ an titouroù er par bedel eo bet ijinet gant Aozadur ar Broadoù unanet evit ar boued hag al labour-douar (FAO) ur sistem rummata ar boued gant deskrivadurioù degemeret gant an holl. Anavezout a ra nav rummad spisoù :
| Kodoù FAO | Produioù | Skeudennoù | Danvez | Termenadurioù |
|---|---|---|---|---|
| 687 | Pebr |
|
Plant krap vividik. Ar greun a zo en o fezh, pilet pe malet. Dont a ra ar pebr du eus greun n'int ket peurzarev c'hoazh, pa e teu ar pebr gwenn eus greun peurzarev da vat, tennet diouto o felenn diavaez. | |
| 689 | Pimantoù |
|
Sellet e vez ouzh ar pimantoù fresk paz flastret pe paz malet evel legumajoù. | |
| 692 | Vanilha |
|
Frouezh (pe biz) eus plant krap eus familh an Orchidaceae. Gallout a ra bezañ en e bez, flastret pe malet. | |
| 693 | Kanell |
|
Rusk diabarzh brankoù yaouank gwez eus familh al Lauraceae. Graet eo gant ar bleunioù, ar frouezh ha lastez (chips) ar wezenn, pa vefe en o fezh, flastret pe malet. | |
| 698 | Jenofl |
|
Frouezh en o fezh ar gwez-jenofl, gant ar bleunioù kuntuilhet a-raok bezañ darev ha sec'het en heol, hag o zroadenn. | |
| 702 | Muskadez - kign muskadez ha kardamom |
|
Almandez brun diabarzh frouezh ar gwez-muskadez eo ar muskadez. Goloet eo gant ar c'hign hag an aril. Greun ar c'hardamom a zo e-barzh ar c'haspul produet gant louzeier vividik eus familh ar Zingiberaceae. | |
| 711 | Aniz-dous - aniz steredennek - fanouilh |
|
Greun ha hugennoù plant liesseurt. Implijet alies evel spisoù, met ivez er greanterezh (strilherez da skouer) har er vezegiezh. | |
| 720 | Jinjebr |
|
Dangorz plant geotek bividik. Implijet ivez evit ober evajoù. Kaoz zo eus ar produ fresk amañ, ket jinjebr koñfizet pe miret er siros. | |
| 723 | Spisoù all | Spisoù all a eil renk er par etrebroadel. Er rubrikenn-mañ e kaver ivez poultr kari ha meskajoù all spisoù a bep seurt. |