Mont d’an endalc’had

Stragon

Eus Wikipedia
Stragon
Artemisia dracunculus
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Isriezad : Tracheophyta
Skourrad : Angiospermæ
Kevrennad : Eudicotidæ
Iskevrennad : Asteranæ
Urzhad : Asteraceæ
Kerentiad : Artemisia
Genad : A. dracunculus
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Stragon, Artemisia dracunculus o anv skiantel (L., 1753), zo plant padus en urzhad Asteraceæ. Paot int en natur en darn vrasañ eus Eurazia[1] hag eus Norzhamerika[2], ha gounezet e vezont en abeg d'o ferzhioù er hag er vezegiezh.

Unan eus an isspesadoù, Artemisia dracunculus var. sativa, a vez gounezet evel geotennoù evit lakaat delioù frondus er c'heginerezh ; divlasoc'h eo delioù an isspesadoù all, daoust dezho bout mat evit ar vezegiezh.

Henc'hresianeg δρακόντιον drakóntion, "louzaouenn-an-naer" (Drecunculus vulgaris) > arabeg طَرْخُون tarkhoun > latin ar Grennamzer tragonia > krennc'halleg targon (1539), estragon (1564) > brezhoneg stragon (1732). En abeg da stumm gwrizioù ar plant e krede d'an dud e oa mat ar stragon enep flemmoù an naeron.

Bleunioù stragon

Betek 1,50 metr e kresk ur blantenn stragon, gant skourroù moan. Goafheñvel eo an delioù betek 8 cm o hirder hag 1 cm o zreuz, gwer lufrus o liv ha levn o lezoù. Bihan-bihan eo ar bleunioù (etre 2 ha 4 mm o zreuzkiz)  ; e-barzh pep bleunienn e vez betek 40 bleuñvennig melen-gwer. Ral a wezh avat e teu bleuñv pe greun ouzh Artemisia dracunculus var. sativa ; lod isspesadoù a c'han greun difrouezh, lod all a ro greun strujus. Rizomoù eo gwrizioù ar stragon, a baota aes.

Artemisia dracunculus var. sativa eo an isspesad a vez gounezet evit ar c'heginerezh[3]. Ne vez ket gounezet dre c'hreun, peogwir ez int difrouezh : dre rannañ ar gwirioù e reer neuze.

An isspesad Artemisia dracunculoides a c'heller gounit dre e c'hreun, en diabarzh kent bout plantet en douar. Kalz kaletoc'h ha nerzhusoc'h eget A. d. var. sativa eo, buan ec'h astenn e wrizioù hag e kresk betek 1,50 m. E douaroù paour en em blij kentoc'h, hep bout direnket gant ar sec'hor ha hep ma vefe graet war e dro. Divlasoc'h eget an ispesad all eo, hogen muioc'h a zelioù a zeu outañ, dous o blaz, a c'heller debriñ kriz pe boazh. Ar garennoù yaouank a c'heller debriñ e-lec'h asperjez.

An delioù fresk, sec'h pe malet a lakaer e meuzioù ; e boued-mir dre winêgr e lakaer stragon ivez. Meur a lipig zo blazet-kreñv a-drugarez d'ar stragon.

E Provañs e vez fardet ul likor stragon ; ur soda anvet tarkhoun bet ijinet e Tbilisi e 1887 zo graet diwar stragon ivez[4].

Medisinerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eneboksiderioù zo er plant, a sikour da herzel ouzh gwalloberoù ar radikaloù dieub e korf an den. Sioulaat ar reizhiad nervel kreiz a ra ar stragon ivez.

Vitamin K, houarn ha manganez a gaver ivez er plant.

Ur c'hilogramm eoul esañs stragon a c'heller fardañ dre strilhañ dre vurezh 100 kg delioù fresk.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) 'Artemisia dracunculus @ eFloras.org. Kavet : 31 Mae 24.
  2. (en) 'Artemisia dracunculus @ eFloras.org. Kavet : 31 Mae 24.
  3. (en) 'French Tarragon @ Fine Gardening'. Kavet : 31 Mae 24.
  4. (fr) 'Tarkhun, soda à l'estragon @ Food Perestroika'. Kavet : 31 Mae 24.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.