Kevrennad
E bevoniezh eo ar gevrennad ur rannad eus ur skourrad. Klotañ a ra gant al latin Classis. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar gevrennad etre ar skourrad hag an urzhiad. An trede derez eo ar gevrennad e rummatadur klasel ar bevien (da lâret eo an hini na ra ket gant naoutur ar pellder genetek).
Renkoù anavezet all eus rummatadur reizhiadek ar bevien zo ar riezad, ar renad, ar skourrad, an urzhiad, ar c'herentiad, ar genad.
Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E diwezh an anvioù kevrennadoù e kaver al lostgerioù -opsida evit ar plant, -phyceae evit ar bezhin ha -mycetes evit ar foue.
Evit pezh a sell renad al loened e vez graet gant lostgerioù dindan renk an uskerentiad hepken (ICZN mellad 27.2).
Skouerioù:
- Loened : Aves (evned), Mammalia (bronneged), Reptilia (stlejviled)
- Plant : Liliopsida, Magnoliopsida
- Foue : Myxomycetes, Acrasiomycetes
- bezhin : Chlorophyceae
Urzhaz ar renkadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit kerentiadoù ’zo e vez implijet renkadoù ouzhpenn. Ne vezont ket implijet stank. Setu-int amañ da-heul, en urzh o renk.
Anv | Ster ar rakgerioù | Skouer 1 | Skouer 2 | Skouer 3[1] | Skouer 4 |
---|---|---|---|---|---|
Uskevrennad | us-: a-us | Tetrapoda | Tetrapoda | ||
Kevrennad | Mammalia | Maxillopoda | Aves | Diplopoda | |
Iskevrennad | is-: a-is | Theria | Thecostraca | Chilognatha | |
daniskevrennad | dan-: dindan ; is-: a-is | Cirripedia | Neognathae | Helminthomorpha | |
dangevrennad | dan-: dindan | Colobognatha | |||
korrgevrennad | korr-: bihan, dister | Neornithes | - |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Rummatadur hervez Systema Naturae 2000. The Taxonomicon: Neornithes.