Kaozeal:Spis (temz)
Neuz
Lakaat a ran ma zamm bleud e-barzh ar spisoù : ha n'eo ket re ledan ar roll a gaver er pennad-se ? N'eus ket un diforc'h etre ar spis (kanell, koumin, pebr... pep tra e poultrenn pe greun hag a vez mesket gant ar boued) hag an temz-boued ? Ar pennadoù e galleg ha saozneg a seblant lakaat ar spisoù e-barzh familh an temzoù-boued. Ar re-se a c'hallfe bezañ e poultrenn, greun, toaz pe hilienn. Al louzoù 'vije un dra ledanoc'h c'hoazh (galleg aromate) implijet gant ar geginerien, ar borfumerien hag ar vezeien. --Arko (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 16:03 (UTC)