Karotez

Eus Wikipedia
Karotez

Ar c'harotez (anv skiantel : Daucus carota subsp. sativus) zo plant daouvloaziek eus kerentiad an Apiaceae. Gounezet e vezont evit o gwrizioù, orañjez o liv peurliesañ - met karotez gwenn, melen pe du zo ivez - hag a vez debret evel legumaj. Leun a garoten int.

Gallout a reont bezañ debret kriz pe poazh. Un isspesad eo ar c'harotez gounezet bremañ eus ar c'harotez gouez (Daucus carota) hag a gaver a-gozh en Europa hag e kornaoueg Azia. Bremañ e vez gounezet ha debret karotez er bed a-bezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.