Kig leue
Kig leue a gaver er stalioù, ha pa vez kig "gall" e teu eus loened etre 4 ha 6 miz, hag a vez 230 lur enne (115 kg bennak).
E Belgia hag Italia e vez ponneroc'h al loened: lazhet e vezont pa vez etre 260 pe 300 lur enne (130 pe 150 kg).
Gwenn eo ar c'hig leue. Disheñvel e vo avat hervez an doare da sevel leueoù.
Tri seurt kig leue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kig al leueoù maget gant o mamm eo ar gwellañ, hag ar c'herañ. Komz a reer eus leueoù diwar o mamm.
Denañ e vamm a ra al leue, met ret e vez ober war e dro, diwall na vije klañv. "Labeloù ruz" zo bet ijinet evit brudañ ar c'hig-se.
- Ar c'hig leue maget gant laezh eo an eil seurt gwellañ.
"Labeloù ruz" zo bet roet da leueoù Vande ha Normandi.
- Met al leueoù ordinal a vez maget gant poultr laezh, mesket gant traoù all a bep seurt. ar c'hig-se eo ar c'hig leue gwellañ marc'had a zo, ha kavet e vez er stalioù a-hed-ar bloaz.
Ur mare zo bet eo al loened-se a veze maget gant hormonoù, savet e krevier bras ha kombodoù bihan, ha flaer ganto gant ar foerell.
A-wechoù, pa vez maget al leueoù gant poultr laezh eus an dibab e vez roet un testeni .
Adalek ma krog al leueoù da zebriñ geot e teu ruz o c'hig, ha koll a ra e dalvoudegezh.
Leueoù diwar hormonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzet eo gwerzhañ kig leue diwar hormonoù er stad c'hall abaoe 1989, hag ivez e broioù Europa. Koulskoude e vez tapet saverien a-wechoù amañ pe ahont o trafikañ.
E Stadoù Unanet Amerika eo aotreet reiñ hormonoù d'al leueoù.
Kaset e vez leueoù da vagañ ha da devaat da Italia pe da Vro-C'hres.
Penaos aozañ kig leue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poazhet mat e rank bezañ ar c'hig leue. Pa vez mat kenañ e teuz er genoù. Un teuzar!
Meuzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al leue Orloff
- Leue Marengo
- Ar Vittelo tonnato.
- An Osso Buco
- Keusteurenn leue (a zo Blanquette de Veau e galleg).
- Axoa, meuz eus Ezpeleta en Euskal Herria: kig malet gant pebr-ruz ar vro.