Sistr per
Ar sistr per (pe chistr per) a zo un died alkoolek fardet gant chug per.
Kenderc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet e oa Klegereg evit ar sistr per graet eno gant per gouez anvet per boreign. Skrivet e oa e levr-bloaz departamant ar Mor-Bihan e 1845: « Kalz sistr ha sistr per a vez graet e Klegereg »[1]. "Bro chistr per" a veze graet eus korn-bro Klegereg.
Graet e vez sistr per e Breizh, e Normandi, e kornôg Bro-Saoz (perry), e kreisteiz Kembre, e Sveden hag e broioù all c'hoazh.
Hiziv an deiz e vez graet sistr per AOP e Domfront e Normandi.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) « Le poiré, cidre de poires », Skol Vreizh, niv. 57, 2005.