Mont d’an endalc’had

Sant-Meleg

Eus Wikipedia
Sant-Meleg
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallaouek Saent-Meleir
Anv gallek (ofisiel) Saint-Méloir-des-Ondes
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Arondisamant Sant-Maloù
Kanton Sant-Maloù-1
Kod kumun 35299
Kod post 35350
Maer
Amzer gefridi
Dominique de La Portbarré
2020-2026
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Bro Sant-Maloù
Bro velestradurel Bro Sant-Maloù
Lec'hienn Web https://www.saintmeloirdesondes.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 720 ann. (2023)[1]
Stankter 160 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 38′ 18″ Norzh
1° 54′ 06″ Kornôg
/ 48.6383333333, -1.90166666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 51 m
bihanañ 2 m — brasañ 58 m
Gorread 29,49 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Meleg

Sant-Meleg, pe Sant-Melar-ar-Mor[2], a zo ur gumun eus Breizh e kanton Sant-Maloù-1 e departamant Il-ha-Gwilen hag e Bro-Sant-Maloù.

War lez Mor Breizh emañ Sant-Meler.

Erwan Vallerie ː Sancti Meler, 1022; Sein Meler, 1038; Sancti Melorii, 1191; Sancto Melloir, XVIvet; Sancto Mellorio de Undis, XVIvet

Rannet ː ouzh 1, en glazur e bav dehoù en argant; ouzh 2, en argant e ziv dreustell kommek geotet; e gab en aour karget gant ur vlourdilizenn en gul hebiaet gant div c'hregilhenn en argant.

Kuzul ar Gumun ː miz Meurzh 1980

Mervel a reas 122 waz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 4,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3]; daou anezhe a varvas e Belgia e miz Eost 1914: unan eus an 26vet Rujumant Troadegiezh e Sart-Eustache d'ar 21[4], egile, eus an 2vet Rujumant Troadegiezh, en Arsimon[5].

Mervel a reas 25 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (anvet "Hell Below", marilhet 42-29710 ha kodet GL-W) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e "Les Douves" e Sant-Meleg; daou nijour eus e laz a varvas (unan anezhe goude bout bet kaset da ospital Sant-Maloù, douaret e voe e Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall), an eizh milour all a voe tapet d' an Alamaned[6].

Dieubet e voe Sant-Meler d'an 6 a viz Eost 1944.

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas diwar wel ur fuzuilher-mor e Ninh Bình en Tonkin er Vietnam d'an 29 a viz Mae 1951[7].

5,9 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[8].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[9]; dioueliet e voe d’an 23 a viz Here 1921, e 1979 e voe distrujet an delwennoù gant ur gorventenn, e 1980 e voe savet delwennoù nezvez gant Luc Leray, e 2012 e voe lakaet a-drek d'an iliz katolik ha dioueliet d'an 11 a viz Du 2012 adarre[10].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Baillon,

aotrounez la Coudre

En glazur e zaou gleze en argant, dornellek en aour, lammellet, heuliet ouzh kab gant ur greskenn en argant.
Bardoul,

aotrounez la Bardoulays

En argant e gadgi en sabel heuliet gant teir rodig-kentr en aour, 2, 1.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br) Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ "Sant-Melar-ar-Mor" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  3. 1 2 (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. ↑ (fr)Pertes USAAF
  7. ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. ↑ Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990, p. 398
  9. ↑ (fr) Memorial Genweb
  10. ↑ (fr)Université de Lille
  11. ↑ (fr)Memorial Genweb