Reudied
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Reudied | ||
---|---|---|
![]() Ar c'hreiz-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Rezé | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Arondisamant Naoned | |
Kanton | Reudied (pennlec'h) betek 2015, Reudied-1 ha Reudied-2 abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44143 | |
Kod post | 44400 | |
Maer Amzer gefridi | Gérard Allard 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Naoned | |
Lec'hienn web | www.reze.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 42 368 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 3 075 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 1 m — brasañ 42 m | |
Gorread | 13,78 km² | |
kemmañ ![]() |
Reudied (Rezé e galleg) zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Sevr emañ Reudied.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Ratiaton, IIvet; Ratiatica civitas, VIvet; Ratiatensis vicus, VIvet; Raciatus Portus, IXvet; Razais, 1104; Resayum, 1287
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur e lestr en aour gwisket en erminoù, war gwagennoù geotet ; e gab talbennanek etre gul hag argant, an argant karget gant peder goudreustell en glazur
Sturienn : « Ratiatum respecte son passé, assure son avenir »
- Aozer : Ao. Raffin. 1969 – Kuzul ar Gumunn : 30 Genver 1970
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Reudied e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Kervegon hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e voe lakaet e Kanton Bouez pa voe diskaret Kanton Kervegon [2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 297 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,15% eus he foblañs e 1911 [3].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwengolo 1943: d'ar 16 e voe taolet 35 bombezenn e Reudied gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces) [4].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e kantonioù Reudied-1 ha Reudied-2 pa voe diskaret Kanton Reudied e 2014 [5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar chapel Saint Lupien a voe svet er XVvet kantved.
- Ar Cité Radieuse a voe savet e 1955 gant Le Corbusier.
- Monumant ar re varv.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Gwengolo 2011 e oa krog ar gevredigezh Kentelioù an Noz da gas kentelioù d'an dud deuet eno.
Votet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar c'huzul-kêr d'an 28 a viz Mezheven 2018.
Panelloù divyezhek zo abaoe miz Genver 2019.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prantad | Anv | Strollad | Kargoù |
---|---|---|---|
1848-1864 | Philémon Chenantais | ||
1864-1870 | Hippolyte Aguesse | ||
1870-1875 | Hippolyte Aguesse | ||
1875-1876 | Félix Chauvelon | ||
1876-1878 | Julien Albert | ||
1878-1890 | Joseph Raphaël Lancelot | ||
1890-1896 | Georges Grignon Dumoulin | ||
1896-1908 | Ernest Sauvestre | ||
1908-1929 | Baptiste Jean Vigier | ||
1929-1935 | Charles Rivière | ||
1935-1936 | Léon Taugeron | ||
1936-1949 | Jean Vignais | ||
1941-1944 | Alexandre Le Lamer | ||
1944-1945 | Jean Vignais | ||
1945-1949 | Arthur Boutin | ||
1949-1959 | Georges Albert Benezet | ||
1959-1978 | Alexandre Plancher | ||
1978-1999 | Jacques Floc'h | P.S. | |
1999 | Gilles Retière | P.S. | |
Da vezañ klokaet |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Edmond Bertreux, livour bet ganet e Trentemoult.
- Jean Groix.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sankt Wendel en Alamagn abaoe 1973
Aïn Defla en Aljeria abaoe 1985
Dundalk en Iwerzhon abaoe 1990
Villa El Salvador e Perou abaoe 1991
Ineu e Roumania abaoe 2003
Diawar e Senegal abaoe 2003
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. Spezed. 1990
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Reudied
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 252
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique