Le Corbusier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Le Corbusier.jpg

Charles-Édouard Jeanneret-Gris, anvet diwar e lesanv Corbusier a zo ur c'hêraozour, klinkler, livour ha tisavour a Suis Roman ha bet graet Gall diwezhatoc'h. Ganet eo d'ar 6 a viz Here 1887 e La Chaux-de-Fonds (Suis) ha marvet d'ar 27 a viz Eost 1965 e Ròcabruna en Okitania er Stad C'hall.

Unan eus pennoù-meur ar pezh a vez graet hiziv an deiz al luskad modern eo, a-stroll gant Ludwig Mies van der Rohe, Walter Gropius ha Theo van Doesburg. Labouret en deus kalz war dachenn ar c'hêraozañ hag an dizagn ivez. Anavezet eo mat evit bezañ bet ijinet an unanat-bod evit diskoulmañ kudennoù lojeiz ar maread goude brezel.


Savadurioù pennañ[kemmañ]

Cité Radieuse e Reudied el Liger-Atlantel, e-kichen Naoned. Savet etre 1953 ha 1955. N'eo ket dres heñvel eget an hini bet savet e Marsilha met war ar memes mod hag gant ar memes palioù.

Cité Radieuse

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.