Trentemoult
| Stad | Frañs |
|---|---|
| E tiriad | Reudied |
| War ribl | Liger |
| Daveennoù douaroniel | 47°11′41″N 1°34′55″W |

Trentemoult, hiziv ur c'harter eus Reudied e Naoned Meurgêr, a oa ur gêriadennig pesketaerien ha martoloded, war ribl kleiz ar stêr Liger, e departamant Liger-Atlantel e Breizh.
E-pad kantvedoù e oa pesketaerien o chom eno, ha ivez ofiserien ar verdeadurezh kenwerzh adalek an XIXvet kantved. Hiziv an deiz eo brudet an tier pesketaerien ha kabitened, livek o zalbennoù, kinklet a-wechoù en un doare dibar.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Inizi ar bestaeterien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok e oa al lec'h un toullad inizi etre al Liger hag ar Seil, anvet Inizi Reudied. An div enezenn bennañ a oa « enez ar Varc'heien » gant kêriadennoù « Enez-Uhel » (Haute-Île) hag Enez-Izel (Basse-Île), kêriadenn « North House » (anvet « Norkiouse » gant tud ar vro) hag enez Trentemoult hag a oa rannet diouzh an inizi all gant ur stêr vihan anvet ar « Courtil-Brisset ».
E 1397 e voe roet ar brient da besketa en aber al Liger da dud Trentemoult gant an dug Yann IV[1]. E-pad kantvedoù e vevas tud inizi Reudied diwar ar pesketaerezh dresit-holl. Mont a raent da besketa e-bourzh kobiri, e daou el Liger hag e tri er mor[1], ha mont a raent betek Ar Roc'hell hag An Oriant. D'an diskar-amzer e yaent da vae Mesker da harinketa. Dibar e voe ar bloavezhioù 1756 ha 1757, gounezet e vijet bet ouzhpenn 300 000 lur gant ar bestaeterien, un tamm brav a beadra.
Inizi ar gabitened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù an XIXvet kantved e krogas an dud da dreiñ d'ar c'henwerzh mor : aochañ ha goude beajiñ a bellvor. E-pad tout ar c'hantved e voe al lec'h pennañ evit tuta ofiserien genwerzh porzh Naoned[1]. E-touez an niver bras-mañ a gabitened eus Trentemoult emañ Julien Chauvelon, kabiten ar Belem e-pad 13 bloaz, ha Georges Aubin, skrivet gantañ meur a zannevelloù beaj mor.
Atredet e voe brec'hioù al Liger e kreiz an XIXvet kantved. Inizi Reudied ne voe ket inizi ken neuze.
Ezhomm en doe ar gabitened eus bigi ha neuze e voe savet chanterioù eno, e Trentemoult da gentañ, ha goude e Norkiouse lec'h ma oa muioc'h a blas : chanterioù Chauvelon ha Lemerle e oa ar re bennañ e lodenn gentañ an XIXvet kantved, Boju, Clergeau ha Tillé en eil lodenn. E barr ar chanterioù eo brigoù ha teirgwernioù a veze moret e kalioù Trentemoult.
Diskar hag adsevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an XIXvet kantved e plije d'an Naonediz mont da Drentemoult da gouronkañ pe da vont d'an tavarnioù-dañs. Digoret e voe al linenn roquio e 1887 a-benn treuziñ al Liger. D'ar c'houlz-se e oa deuet annezidi Trentemoult da vezañ micherourien ar chanterioù dreist-holl.
-
Kouronkerien el Liger e Trentemoult tro deroù an XXvet kantved.
-
Roquio oc'h ober al liamm etre Trentemoult ha Naoned evit an treizhidi. Ur vruderezh evit ar stalioù Decré a zo.

E 1946 e oa sellet ouzh Trentemoult evel ul lec'h diyac'hus, hag e 1970 e voe serret al linenn roquio[1]. E 1979 e voe roet lañs d'al lec'h endro en ur grouiñ ur porzh-bageal. Atapiet e voe an dud ouzh al lec'h gant ar film La Reine blanche troet eno e 1990, ha kregiñ a reas priz al lojeiz da greskiñ. Addigoret e voe al linenn war vag e 2005.
Daoust m'emañ ar gêriadenn e-barzh kumun Reudied e vez kinniget gant ofis an douristed Naoned evel ul lec'h da weladenniñ, ur sin eo deuet Trentemoult da vezañ diouzh ar c'hiz endro[1].
Tier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Azasaet e oa tier ar besketarien da gresk-dour al Liger : savet e vezent war tri live peurliesañ. Ar selier a oa en hini gentañ, en eil e oa ar pezh annez, ar c'hrignol a oa el live diwezhañ, hag a-wechoù e c'halled mont eus ur c'hrignol d'eben evit chom hep ober gant ur bark evit mont da di an amezeien. En diavaez e oa ar skalieroù evit mont d'ar pezh annez e-pad ar dourioù-beuz. A-wechoù e oa un eil skalieroù en diabarzh.
Bihanaat a reas ar riskl a gresk-dour pa voe savet kae Surcouf adalek 1850 ha kae Marcel-Boissard etre 1860 ha 1888. Ar dourioù-beuz bras diwezhañ a c'hoarvezas e 1910 ha 1935.
En eil lodenn eus an XIXvet kantved en em gave war enk kabitened, en o zouez kabhornerien, e tier pesketaerien, ha sevel a reas tier vouc'hizel tro-dro d'ar gêriadenn gozh, gant ul liorzh dudi gant plant arallvro degaset eus o beajoù pell.
Hiziv an deiz ez eus e karter ar bestaeterien tier livet gant talbennoù kinklet ha personalisaet. Sellet e vez evel ur c'harter "bourmajiaet" a-wechoù.
-
Tier kabitened e Trentemoult.
-
Tier karter ar beskaeterien.
-
Bruderezh Lefèvre-Utile war ur voger e Trentemoult.
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E porzh Trentemoult e oa bet enrollet un nebeud darvoudoù diavaez eus ar film Le Bateau à soupe gant ar filmaozour gall Maurice Gleize e 1946.
Dont a reas ar filmaozer Jean-Loup Hubert da dreiñ La Reine blanche gant an aktourez Catherine Deneuve e 1990. Aspadennoù kinklerezh ar film a chome c'hoazh e 2009. Troet e voe La Demoiselle d'honneur gant Claude Chabrol ivez, e 2005.
Dezougen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bus: linenn 30, linenn 36, linenn 97. Navibus: linenn 1.
-
Lec'h lestriñ an Navibus war ribl al Liger e Trentemoult.
-
Liamm Roquio: treizh eus la Liger Trentemoult-Naoned.
-
An Navibus er c'hae.
Ur porzh-bageal a zo c'hoazh.
-
Ar porzh-bageal.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||