Malakoff (Naoned)

Eus Wikipedia
Kuzh-heol e Malakoff.

Malakoff zo anv ur c'harter e kêr Naoned, hemañ a ya d'ober un darn eus ar c'harter Malakoff - Sant-Donasian, unan eus 11 karter melestradurel Naoned. 3 486 den a oa o chom ennañ e 2018[1].

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre an hentoù-houarn hag ar porzh-houarn en Norzh hag al Liger er Su emañ karter Malakoff ; kember ar stêr Erzh gant al Liger zo er C'hornôg, ha boulouard Doulon eo e vevenn er Reter, e-tal penn reterel Enez Naoned[2].

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Quartier Prioritaire : Malakoff war sig.ville.gouv.fr
  2. Kartenn.